Aller au contenu

Gouzout hiroc’h war an dek 10 Trofe evit an diorren padus e Breizh e 2021 !

Da-geñver un devezh gouestlet d’an ekonomiezh kelc’h e oa bet roet, evit ar 15vet gwech, Trofeoù an diorren padus e Breizh d’ar Merc’her 13 a viz Here e Roazhon : graet e vo anaoudegezh dre video gant an dek ober awenus a zo bet loreet e 2021 war bep a dachenn dezho, disheñvel-tre an eil re diouzh ar re all.

visuel Trophées du développement durable 20321

Pemzek vloaz zo e oa bet krouet trofeoù an diorren padus e Breizh evit lakaat krouiñ traoù nevez ha broudañ an dud da gemer boazioù mat. Bep bloaz e vez loreet ganto oberoù skouerius, a c’haller adober pe awenus, kaset da benn gant obererien a bep seurt. Er bloaz-mañ e oa tost da 200 a obererien eus Breizh– embregerezhioù (89), kevredigezhioù (62), stalioù kelenn (16) hag obererien bublik (17) – o vont war ar renk. Loreet e vezont gant an Trofeoù-mañ evit bezañ lakaet an diorren padus e pleustr diouzh ar pevar ferzh a ya d’ober anezhañ : endroel, ekonomikel, sokial ha demokratel.

  • 4 zrofe dre rummad obererien : kevredigezhioù, embregerezhioù, stalioù kelenn, obererien bublik
  • 5 trofe war bep a dem evit an holl rummadoù : deskadurezh, yec’hed & endro, boued, ekonomiezh kelc’h ha monedone (2 ober rampo er bloaz-mañ).

Trofe Embregerezh
Embregerezh : Canon Breizh (Liverieg, 35)

Savet hag adimplijet e vez toner evit moullerezioù gant Canon Breizh. Kas a ra al labour adoberiañ war-raok hag ober a ra gant ur politikerezh a skiant-vat war an tachennoù sokial hag endroel a-ratozh (testeniekadur ISO14001, ober gant merk an dizingalded merc’hed-paotred, espern an energiezh, plantañ gwez, naetaat takadoù naturel, staliañ tiez-neizhañ evit laboused hag oberoù asambles gant KGL…). Fellout a ra d’an embregerezh sikour obererien ekonomikel all da vont war an hent-se ivez.

Trophées bretons du développement durable 2021 – Prix Entreprise : Canon Bretagne

Trofe Kevredigezh
Valouest (29, labour e Breizh a-bezh)

L’Labourat a ra ar gevredigezh Valouest evit tretañ en a-raok an atebegezh astennet etrezek ar broduerien (AAP) ! Lakaat a ra ar stalioù sevel-tiez hag obererien an talvoudekaat hag ar c’henemprañ da genlabourat evit adimplijout ar pezhioù munuzerezh en ur c’helc’hiad kloz. Evel-se ne vez ket koufonet danvez ha krouet e vez postoù labour. Un ober awenus hag a laka obererien an ekonomiezh klasel ha re an EKS da genlabourat !

Trophées bretons du développement durable 2021 – Prix Association : Valouest

Trofe stalioù kelenn
Skolaj Belmaner (Ploermael, 56)

Bep bloaz e vez lañset oberoù nevez gant ar skolaj Belmaner daoust d’ar cheñchamantoù a vez ingal er skipailhoù ren ha kelenn. Mont a ra an diorren padus d’ober ur gwir lodenn eus tro-spered ar skolaj ha degaset e vez un deskamant diazez war ar sujed d’an holl skolajidi er 6vet e penn kentañ ar bloavezh-skol. Un ober skouerius hag a c’haller adober, gant ur bern kavadennoù : ur stalig a genskoazell hag « up’cycling » dalc’het gant ar skolajidi e RDHMA, ur c’hlub natur…

Trophées bretons du développement durable 2021 – Prix Établissement d’enseignement : Collège Beaumanoir

Trofe Oberer publik
Oberer publik : DPYS ar Mor-Bihan (Sant-Teve – 56)

Emañ an diorren padus e-kreiz ar raktres prederiañ hag ar raktres framm gant diazezadur publik ar yec’hed-spered (DPYS). Gwareziñ liesseurted ar vuhez e park naturel an ospital ha sachañ evezh an holl implijerien war se ; lakaat ar glañvourien da gemer perzh pa vez naetaet traezhennoù, ar pezh a zegas istim dezho evito o-unan hag a laka anezho da gavout o flas evel keodedourien ; digreskiñ ar sammad lastez adalek ar vammenn… : oberoù a-leizh a vez kaset da benn dek vloaz zo, ar pezh na vez ket gwelet stank e bed ar yec’hed, dav eo lavaret.

Trophées bretons du développement durable 2021 – Prix Acteur public : EPSM Morbihan

Trofe Boued
Optim’ism  (An Oriant, 56 ; Molan, 29

Graet e vez ur bern traoù gant ar gevredigezh kenemprañ Optim’ism en Oriant hag a sikour an diorren ekonomikel ha sokial er c’hornad. Kinniget he doa tri obererezh er bloaz-mañ : ar savenn Ti Mouv’ da sikour ar monedone (prestañ kirri, treuzdougen diouzh ar goulenn), Feel war velo (servij kasadennoù, B2B et B2C) ha Lann strujus. Evit an obererezh diwezhañ-se eo bet roet an Trofe-mañ dezhi e 2021. Lakaet he deus kumun Molan adlabourat fraostoù en arvor ; eno e vez degemeret, gant Optim’ism, tud hag a vez oc’h adkavout o flas e bed al labour dre ar produiñ legumaj hag ed-du. Aesaet e vez e-giz-se da dud hag a zo pell diouzh bed ar maezioù kavout labour da vat el labour-douar.

Trophées bretons du développement durable 2021 – Prix Alimentation : Optim’ism pour son projet “La Lande fertile”

Trofe Ekonomiezh Kelc’h
Ar G4DEC, ur servij ekonomiezh kelc’h boutin

En em vodet ez eus peder c’humuniezh-kumunioù eus hanternoz Penn-ar-Bed evit sevel ur servij ekonomiezh kelc’h boutin : ar G4DEC. Gantañ e vez sikouret ha sachet evezh an obererien bublik, an dud hag an embregerezhioù forzh peseurt ment pe gennad e vefent : aesaat ar pezh a sell ouzh an ekologiezh industriel (ma teu lastez an eil re da vezañ enkasoù ar re all), kas kejadennoù ha stummadurioù en-dro, embann sturlevrioù, lakaat an dud da zaremprediñ an eil egile… Renablet en deus 2 seurt danvez d’ober war o zro kentañ-wellañ : al lastez glas hag al lastez diwar sevel tiez.

Trophées bretons du développement durable 2021 – Prix Économie Circulaire : G4DEC

Trofe Yec’hed & Endro
Ar surjianed dentourien eus Unvaniezh rannvroel michereien ar yec’hed

Loreet eo bet Unvaniezh an dentourien er bloaz-mañ evit hec’h oberoù youlek war ar yec’hed el labour, ar saotradurioù a vez taolet hag al lastez. Un toullad kabinedoù o deus labouret asambles ivez evit ober un aodit hag arnodiñ war ar prenadennoù (paouez gant an traoù a vez implijet ur wech ha taolet, merañ ar stokoù…), an energiezh, kalite an aer. Brudet e vez an disoc’hoù ha kemeret e vez skouer warno e-touez ar surjianed dentourien.

Trophées bretons du développement durable 2021 – Prix Santé Environnement : URPS chirurgiens dentistes de Bretagne

Trofe rampo Monedone
Monedone a-stroll er Yeuc’h (29)

Ar Yeuc’h zo ur gumun war ar maez, 700 a dud enni, e Douarnenez Kumuniezh. Evit rei؜ñ lañs d’ar modoù fiñval anez kemer pep a garr-tan hag aesaat d’an dud mont ha dont he deus savet a gumun ur servij monedone a-stroll gant kirri tredan (ur c’harr-tan hag ur sammorell), ur fizlec’h hag ur stal dresañ evit marc’hoù-houarn digor d’an dud pa garont. Ne vez ket gwelet se stank e kumunioù bihan evel-se ha mat e vefe ober kemend-all e kumunioù all.

Trophées bretons du développement durable 2021 – Prix Mobilité : Mairie du Juch

Trofe rampo Monedone
Beajerien hep karr en EDD Hostel (Dol 35)

Staliet eo an herberc’h yaouankiz-mañ, koulz e-keñver e strategiezh hag al lec’h m’emañ, evit degemer beajerien hep karr. Eus Dol e c’hallont mont da weladenniñ Menez-Mikael-ar-Mor, Sant-Maloù hag Aod an Emrodez, Roazhon… Diazezet mat eo ar stal en he bro ha klask a ra kinnig servijoù ouzhpenn ar pezh a oa er gumun dija.

Trophées bretons du développement durable 2021 – Prix Mobilité : EDD Hostel

Kemerit perzh en Trofeoù evit 2022 !

Ur gevredigezh, un oberer publik, un embregerezh pe ur stal gelenn oc’h ? Ober a rit traoù evit an treuzkemm padus : klotañ a ra ar pezh a rit gant pevar ferzh an diorren padus (sokial, ekonomikel, endroel, kalite demokratel) ? Notennit kement-se en ho teiziataer ha kemerit perzh e 16vet Trofeoù an diorren  padus a vo lañset e miz Genver 2022 !

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ