Aller au contenu

Gouel Breizh : 44 abadenn arc’hantet evit ar 14vet bloaz

Distro e vo Gouel Breizh evit ar 14vet bloaz eus an 13 d’an 22 a viz Mae 2022. Da-heul ar galv da raktresoù a oa bet embannet e miz Gwengolo e vo skoazellet 44 raktres abadennoù gant ar Rannvro.

Danseurs bretons parmi la foule pendant la Fête de la Bretagne 2019

55 framm a oa aet war ar renk evit ar galv da raktresoù lañset en diskar-amzer war-zu an holl a felle dezho kinnig un abadenn evit Gouel Breizh 2022. Rannet e vo ur skoazell war-dro 18 000 € a-berzh ar Rannvro etre ar 44 framm dibabet er bloaz-mañ. Amañ ez it da c’houzout hiroc’h war ar raktresoù choazet !

Pevar zra diazez evit kemer perzh er gouel !

Dibabet eo bet ar raktresoù diouzh dezverkoù e-keñver ar galite : un abadenn savet a-ratozh evit Gouel Breizh, ar perzh pouezus kemeret gant an dud a-youl vat, plas pouezus an arzoù, plas yezhoù Breizh, abadennoù evit ar re yaouank hag ivez levezon an abadenn war an endro. Dav e oa d’ar raktresoù, dreist-holl, kemer meur a dra diazez e kont hag a ya d’ober identelezh Gouel Breizh :

  • lodenn ar fest hag ar blijadur o vezañ asambles,
  • lakaat perzhioù dibar Breizh war wel ha treuzkas anezho,
  • “ober asambles”, lakaat an holl da gemer perzh, eus ar mare prientiñ betek deiz an abadenn
  • gwrizienniñ an abadennoù en o zakad.

It e-barzh programm 2022 !

C’hwi ivez zo e-sell d’aozañ un abadenn hag a glot gant spered Gouel Breizh ? N’eo ket digoulzet c’hoazh bezañ lakaet e programm 2022 ha profitañ eus ar sikour brudañ kinniget gant ar Rannvro. Evit gouzout hiroc’h, mont e darempred gant [email protected]

Sellit ouzh roll al loreidi !

Aodoù-an-Arvor

  • Bulad-Pestivien / Kenseurtiezh laik Bulad / Gouel Breizh
  • Dinan / Kuzul Yezhoù Breizh e Dinan / Gouel Breizh e Bro Dinan
  • Lannuon / Komite ar festival Nevezamzer ar sonerien/ Festival Nevezamzer ar sonerien
  • Lanvealgon / Ti-kêr Lanvealgon / Fest ar Bielloù
  • Sant-Brieg / Bonjour Minuit / Lizher digor d’ar gompagnunezh Musiques Têtues
  • Sant-Brieg / Telenn / Gouel Breizh
  • Sant-Kast-ar-Gwildoù / Ti-kêr Sant-Kast-ar-Gwildoù / Sant-Kast-ar-Gwildoù a lid Gouel Breizh

Penn-ar-Bed

  • Brest / Astropolis / Astropolis a lid Gouel Breizh e Kreñv Penfell
  • Brest / Plages magnétiques (Penn Ar Jazz) / Sonerezhioù Breizh digor war ar bed
  • Brest / Vivre la Rue / Brest La Fest’Yves
  • Boneur / Ar gevredigezh ADDES / Produerien Boneur
  • Kastell-Nevez-ar-Faou / Ar gevredigezh Jazz Kreiz Breizh / Gouel Breizh
  • Gourenez Kraozon / Ar gevredigezh CREPPN – Ti ar maenadoù / Festival Kreiz an Douar
  • Douarnenez / Ar gevredigezh Rhizomes / Babel
  • Gwimaeg / Son ar Mein / 1522, drast Montroulez
  • Kumuniezh-kumunioù Landerne-Daoulaz / Ti ar Vro Landerne Daoulaz / Accordéons-nous
  • Lesneven / Ti ar Vro Leon / Gouel Breizh e Lesneven
  • Milizag-Gwiproñvel / Div Yezh Milizag / Rando Lipous
  • Montroulez / Kerne Leon Treger (KLT) / Gouel Breizh e Bro Montroulez
  • Pont-ar-Veuzenn-Kimerc’h / Muzik an Arvorig / Gouel Breizh
  • Rosko / Ar gevredigezh Onion Jack Onion / Jack Tour #4
  • Sant-Pabu / Ti an Aberioù / Gouel ar Bezhin

Il-ha-Gwilen

  • Sant-Suleg-ar-C’hoad / Ar gevredigezh Le Guibra / En-chantez – Krouidigezhioù arzel er gêriadenn
  • Baen-Veur / Ti-kêr Baen-Veur / Gouel Breizh
  • Bruz / Ti-kêr Bruz / Gouel Breizh
  • Dol / Dol Bro an Intrudu / Fest e Dol
  • Kankaven / Ar gevredigezh Meurlarjez Kankaven / Meurlarjez Kankaven a cheñch e vaskl hag a daol livioù
  • Roazhon / Ar gevredigezh Tiez Breiz / Fest al leur-zi nevez
  • Roazhon Meurgêr / Skeudenn Bro Roazhon / Gouel Breizh
  • Sen / Fest’Yves Haute Bretagne / Gouel Erwan
  • Sant-Maloù / Ar strollad Quic en Groigne Jypsian / Arvest-straed
  • Gwitreg / KKSDP Yann XXIII / Fest loc’hañ Redadeg 2022

Liger-Atlantel

  • Maodilon / Komite gwinioù Breizh / 9vet Taoliad vreton vras
  • Naoneds / Festival Anna Vreizh / Festival Anna Vreizh
  • Naoned / Komite lec’hel an oberoù son, hedonegezh ha denelouriezh (CLASSH) / Naoned Breizh Festival

Mor-Bihan

  • An Alre / A l’assaut des rues / Sirk en Alre
  • Logunec’h / Kreizenn Mor-Bihan Kumuniezh / Avel er c’hoef c’hornek
  • An Oriant / Emglev Bro an Oriant / Forom Kevredi’Deiz
  • Gwened / Ti-kêr Gwened / Gouel Breizh

E-maez Breizh

  • An Havr-Nevez / Bretoned an Havr-Nevez / Gouel Erwan en Havr-Nevez
  • Pariz / Ti ar Vretoned / Gouel Breizh Pariz 14vet
  • Pariz / Pariz Vreton / Gouel Breizh
  • Ar Reünion / Kenseurtiezh Breizh Reünion / Gouel Breizh
  • Sent Martòri (31) / Poellgor gevelliñ Sent Martòri / Gouel Erwan

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ