Aller au contenu

Gouel Breizh 2023 : Al loreidi eo…

Anvioù an aozerien a fell dezho kemer perzh e Gouel Breizh eus 12 d’an 21 a viz Mae 2023, zo o paouez bezañ embannet. Prestik e vo roet dezho da c’houzout pegement e vo er yalc’had arc’hant a roio tro dezho da verañ o abadenn. Aozerien festoù all a c’hall dont e darempred ganeomp evit puilhaat ar programm.

En em vodañ, kas anezhi, ober anaoudegezh gant hor rannvro hag an dud varrek enni… Un emgav eus ar c’hentañ evit ar familhoù eo Gouel Breizh, a vez bodet gantañ bep bloaz meur a gant mil a dud, e Breizh evel-just, hag ivez e Bro-C’hall hag er bed a-bezh.

> Evit kompren pep tra e-barzh Gouel Breizh, deuit dre amañ !

40 loread

Evit sevel o goulenn skoaziad e ranke ar c’hevredigezhioù hag an aozerien darvoudoù respont d’ur galv da raktresoù a-raok ar 4 a viz Du 2022. D’an dilennidi ha dilennadezed rannvro e oa da choaz an teuliadoù goude-se, e-kerzh ar Bodad peurbad.

Evel-se ez eus bet dalc’het 40 raktres ar bloaz-mañ. An aozerien a resevo a-benn nebeud, dre bostel, keloù eus ar sammad arc’hant a vo roet dezho. An dro a vo da reiñ buhez da zarvoudoù liesseurt hag a ray evel un tolpad eus perzhioù Breizh..

>Sellet ouzh roll an aozerien loreet gant ar galv da raktresoù-mañ.

Deuit da builhaat ar programm !

E-skeud an traoù-se eo pedet an aozerien darvoudoù gant ar Rannvro da zont da greskiñ ar programm, gant ma vo aozet un abadenn bennak ganto etre an 12 hag an 21 a viz Mae, ha gant ma kloto gant « spered » Gouel Breizh. Tennañ a raint splet neuze eus ar binvioù kehentiñ skignet gant ar Rannvro.

Gouel Breizh 2023 : ur sell a-dost ouzh ar skoaziad roet gant ar Rannvro

Ar skoaziad-se, roet dre ur galv da raktresoù, zo graet evit broudañ an dud da aozañ gouelioù liammet ouzh sevenadurioù Breizh da-geñver Gouel Breizh. Ur sikour arc’hant an hini eo evit aozañ raktresoù e Breizh hag e Bro C’hall, eus an 12 d’an 21 a viz Mae 2023.

>Gouzout hiroc’h war ar mod ma vez goulennet ha roet ar yalc’hadoù, ha da biv.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ