Aller au contenu

Gant Ecowatt e vevezan gant furnezh !

Beveziñ e koulz hag en amzer, digreskiñ ar riskloù a droc’hoù tredan e Frañs hag arboellañ arc’hant : greomp ar jestroù mat gant Ecowatt er goañv-mañ, evit ma vo pourvezet tredan d’an holl dud.

Affiche Ecowatt

Ecowatt zo ur stignad renet gant RTT hag an AAEME, hag harpet gant Rannvro Breizh.

Pep hini ac’hanomp a c’hell digreskiñ bevezerezh an tredan. Penaos ober ? Gant jestroù simpl hag a c’hell kaout un efed warnañ evit gwir. Ma vez graet an ekojestroù-se dres d’ar mare ma vez kemennoù ruz gant Ecowatt e c’heller diarbenn an troc’hoù pe o berraat.

Pa vez barroù beveziñ, er goañv, an efedusañ tra eo reoliñ an tommerezioù, ar gouleier hag implij an ardivinkoù-ti, en ur izelaat pe en ur ampellañ o bevezerezh pa c’heller.

  • Sinal gwer : ordin eo ar bevezerezh
    Energiezh a-walc’h zo, rak ar produadur tredan da vezañ evit an deiz zo brasoc’h eget ar c’hementad tredan bevezet.
  • Sinal orañjez : tenn eo ar sistem tredan
    Bihan eo ar c’hementad tredan miret a c’hell bezañ implijet. RTT a laka “ar steuziañ industriel” da dalvezout : embregerezhioù zo a vez paeet evit digreskiñ pe kas da netra o bevezerezh en ur chom a-sav gant o labour. Degemeret mat e vez an ekojestroù sitoian.
  • Sinal ruz : tenn-tenn eo ar sistem tredan
    N’hellomp ket tremen e-biou d’an troc’hoù ma ne vevezomp ket nebeutoc’h a dredan. Mall eo ober ekojestroù !

Ober traoù e koulz hag en amzer

Bemdez e-pad ar goañv e vez daou vare pennañ ma kresk kalz ar bevezerezh : etre 8e hag 1e pa gomañs an dud gant o devezh ha pa gresk an obererezhioù ekonomikel, hag etre 6e hag 8e pa zistro an dud d’ar gêr ha pa vez enaouet ar sklêrijennañ foran. Dav eo ober traoù e-pad an daou vare-se eta !

Gant peseurt ekojestroù ober ?

Ma vez ur sinal ruz pe orañjez :

  • Izelaat ar muiañ ma c’heller gwrez an tommerezioù,
  • Lazhañ ar gouleier didalvoud pe digreskiñ ar sklêrijennañ,
  • Ampellañ lod tammoù labour en ti (mekanikoù skaotañ pe kannañ …),
  • Implijout nebeut an ostilhoù poazhañ (chom hep poazhañ pell, da skouer),
  • Diwall da adkargañ ar c’hirri tredan pa vez tenn an traoù.

Beveziñ d’ar c’houlz mat hag arboellañ energiezh :

  • Lakaat an tommer-dour da vont en-dro e-pad an eurioù dibrez,
  • Izelaat gwrez an tommerezioù e 19°C,
  • Staliañ gouleier gant LED e pep pezh en ti,
  • Goleiñ ar c’hastelodennoù hag ar paelonoù evit poazhañ buanoc’h ar boued,
  • Implijout nebeutoc’h a zour tomm,
  • Lakaat harz da wrez an dour tomm produet (da sk. da 55°C).

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ