Aller au contenu

Breujoù ar staliañ-treuzkas : ar c’hinnigoù kentañ evit oberoù fetis

D’ar 1añ a viz Mezheven e oa bet Loïg Chesnais-Girard o klozañ Breujoù ar staliañ-treuzkas e Pondi. An digarez a oa da embann frouezh ar c’hendiviz a zo deuet tost da 90 kinnig diwarnañ evit oberoù fetis abalamour da staliañ ar rummadoù yaouank, da virout an tachennoù labour-douar ha da vont buanoc’h gant ar cheñchamantoù.

E-kerzh ar 6 miz tremenet e oa bet 200 a dud hag a labour e bed al labour-douar e Breizh o kemer perzh er c’hendiviz-se diwar-benn 4 sujed :

  • An douaroù dieub,
  • Engouestl ar gevelerien,
  • Ar stummañ,
  • Kevezusted ha treuzkasadusted.

Unan eus an takadoù lec’h ma vez ar muiañ a lañs e Frañs eo Breizh bepred pa oa bet sikouret 507 a dud d’en em staliañ e 2021. Met peogwir ez ay an hanter eus al labourerien-douar e retred ac’hann da 10 vloaz eo ret deomp sikour ar remziadoù yaouank d’en em staliañ. Gant ar c’hinnigoù a zo bet choazet gant ar 148 a aozadurioù o deus kemeret perzh er c’hendiviz e vo gallet aesaat an tremen eus an eil remziad d’egile.

87 kinnig fetis

Ar pal : ac’hann da fin ar respetad sikour div wech muioc’h a dud d’en em staliañ bep bloaz e Breizh, da lavaret eo 1000 staliadur a-benn 2028 e-lec’h 507 evel bremañ, e-giz-se e vo roet o flas da dud nevez ha war ar memes tro e vo dalc’het gant patrom an tiegezhioù. Da-heul ar c’hendiviz bras-se ez eus deuet 87 kinnig war wel. Resisaet e vint en ur steuñv ober hag a vo mouezhiet warnañ gant ar guzulierien-rannvro e-kerzh dalc’h miz Here 2022.

Delc’her gant al labour

Er mizioù a zeu e talc’ho ar Rannvro gant he labour asambles gant an etrekumuniezhoù hag ar SAFER, gant se e vo krouet (pe gwellaet) ostilhoù skoazellañ (dreist-holl evit a sell ouzh ar font). Gallout a rafe ur stignad diagnostikañ e-keñver an ekonomiezh, ar perzhioù sokial hag an endro, dont da aesaat an tremen abalamour da harpañ an dilezerien na vezont ket sikouret kement hag ar re a vez o klask en em staliañ.

En em staliañ e Breizh

  • 507 staliadur sikouret e 2021, 40 anezho e labour-douar bio
  • Oad al labourerien-douar nevez well-wazh : 30,3 vloaz (29 % a verc’hed en o mesk)
  • Ment an atantoù well-wazh : 76 hektar.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ