En em staliañ a ra Kuzul-rannvro Breizh ar Yaouankizoù evit 15 miz
6 May 2025
1 minute de lecture
Ar 84 lisead·ez hag o eiler·ien·ezed o deus tremenet un dibenn-sizhun war Enez-Vaz evit kregiñ ganti, hag en em gavout a raint e Roazhon hiziv, ar Gwener, e hantergelc’h ar C’huzul-rannvro, evit an dalc’h staliañ ofisiel. E-pad an dalc’h-se e c’hallint komz gant Loïg Chesnais-Girard ha dibab war beseurt tu e fell dezho mont ac’hann da viz Mezheven 2026.

Dont a ra an dalc’h staliañ da-heul an dibenn-sizhun degemer, m’o doa kendivizet asambles gant Gaby Kadioù, dilennadez dileuriet evit ar yaouankiz, war an temoù a fell dezho labourat warno : ar yec’hed-spered, an digor d’ar gwirioù, ar sportoù hag an identelezh rannvroel. Dezho eo diwar vremañ d’ober war-dro ar sujedoù-se ha d’en em soñjal a-hed o respetad abalamour da sevel raktresoù evit mad an holl re yaouank e Breizh..
En em gavout a raint asambles ur wech ar miz mui-pe-vui, e Roazhon, hag ivez e Lannuon, Brest, an Oriant, Rostrenn hag e kêrioù all e Breizh.
Kuzul-rannvro ar Yaouankizoù, petra eo ?
- Ul lec’h evit reiñ e soñj ha kendivizout, abalamour da vezañ ul lec’h titouriñ ha stummañ ma vez krouet raktresoù stroll war an tachennoù lakaet da briorek gant ar Rannvro hag ar re yaouank,
- Un ensav ma’z eus bodet 84 a dud yaouank entitlet ha 84 a eiler·ien·ezed yaouank, etre 14 ha 17 vloaz, o tont eus an 42 lise a zo e Breizh.
- 12 devezh labour etre miz Meurzh 2025 ha miz Mae 2026 e pep lec’h e Breizh + 4 emgav departamant.
- 4 Bodad tematek, da vezañ dibabet gant ar re yaouank, diwar ar c’hinnigoù graet gant ar Rannvro ha re all graet gant an izili yaouank.
Partager :