Aller au contenu

Emañ Guirec an avanturer o paouez ober div dreizhadenn dreuzatlantel dreistordinal !

Digwener e oa bet roet ton forzh pegement d’ar merdeer yaouank hag avanturer breizhat Guirec Soudée pa oa en em gavet e porzh Brest e bourzh e roeñver heñveldoare, ar gwenn-ha-du savet uhel warnañ. Un hunvre e oa ha deuet eo a-benn d’en ober : goude bezañ treizhet eus ar Reter d’ar C’hornôg betek an Antilhez, emañ o paouez dont a-benn eus an dreizhadenn distreiñ a-roeñv, e-unan ha hep skoazell, eus ar C’hornôg d’ar Reter dre Hanternoz ar Meurvor Atlantel, ar pezh a zo kalz diaesoc’h. Ur bariadenn a-bouez e zivvrec’h hag ur volontez start evit mont dreist e varregezhioù a-dal ar meurvor ha pediñ pep hini ac’hanomp d’ober e lod er cheñchamant !

  • 8 m
    Setu hirder ar roeñver heñveldoare implijet gant Guirec
  • 107
    devezh war vor evit an distro ha 74 evit mont.
  • 1 million
    a daolioù roeñvoù evit treizhañ ar Meurvor Atlantel o roeñviñ 10 eurvezh bemdez.

War-lerc’h bezañ graet tro ar bed en ur mod sebezus asambles gant e yar anvet Monique, e oa graet e soñj gant Guirec Soudée mont kuit adarre, hep Monique. E bariadenn nevez : treizhañ ar Meurvor Atlantel div wech a-roeñv, e-unan ha hep skoazell ! E miz Kerzu 2020, en doa kuitaet an avanturer yaouank, eus Plougouskant, e borzh stag war un enezenn vihan e Hanternoz Breizh : Enez Ivineg, an anv en deus kemeret evit e vag, lec’h ma vev diwar pesketa ha gounit e liorzh. Lev da El Hierro en Inizi Kanariez : al lec’h loc’hañ evit an dreizhadenn mont, eus ar Reter d’ar C’hornôg. 74 devezh war vor evit un avantur bersonel betek Sant-Bertele en Antilhez, o roeñvat 10 eurvezh bemdez, gantañ an ostilhoù merdeiñ ordinal hiziv an deiz (skingomz, GPS ha pellgomzer dre loarell) : hunvreal a rae en deiz m’en em gavfe tal-ouzh-tal gant an amprouenn gorf-se….

Un dreizhadenn start dre Hanternoz ar Meurvor Atlantel evit distreiñ

Ne oa nemet al lodenn gentañ eus an avantur avat… Aet e oa Guirec adarre d’ar 15 a viz Mezheven 2021 eus Cape Cod war aodoù Reter ar Stadoù-Unanet, war-zu Brest dre Hanternoz ar Meurvor Atlantel. Ranket en deus bezañ dalc’hus bepred evit mont betek penn an dreizhadenn distreiñ diaes-se eus ar C’hornôg d’ar Reter en ur ober 107 devezh war vor, a-dreuz korventennoù an eil da-heul eben, evel an hini gentañ, un tourmant trovanel a voe kaoz dezhañ da goll e vinvioù-kehentiñ adalek penn kentañ miz Gouere. Daou-ugent vloaz goude Gérard d’Aboville en doa staget ganti d’e dro ha lakaet kalon an holl dud e Breizh hag e lec’h all ivez da dridal. Un avantur evit mont dreist e varregezhioù hag ivez un digarez da vrudañ e soñj : gouest omp holl da ober evit ur cheñchamant hag a zouj danvez hor planedenn.

“Ar pezh a fell din ober : broudañ an dud d’ober ar muiañ ma c’hallont evit mont betek penn o oberoù en ur zoujañ an Douar hag ar morioù.

Guirec Soudée

Site web guirecsoudee.com
Le carnet de bord de Guirec evit bevañ e dreizhadenn gantañ
Le récit complet de son aventure par France 3 Bretagne
Facebook @GuirecSoudeeAventurier 
Instagram guirecsoudeeadventure

En images

1 sur 14
Arrivée de Guirec dans le port de Brest accueilli par une foule après sa traversée retour par l'Atlantique Nord (1er octobre 2021)
Crédit : Région Bretagne
Arrivée triomphale dans le port de Brest pour Guirec
2 sur 14
Arrivée de Guirec dans le port de Brest accueillir par une fouleaprès sa traversée retour par l'Atlantique NOrd (1er octobre 2021)
Crédit : Région Bretagne
L’accueil est à la hauteur de son extraordinaire traversée
3 sur 14
Arrivée de Guirec dans le port de Brest le 1er octobre 2021, accueilli par une foule de spectateurs
Crédit : Région Bretagne
Un retour par l’Atlantique Nord, privé de moyens de communication…
4 sur 14
Arrivée de Guirec dans la rade de Brest après sa traversée retour par l'Atlantique Nord
Crédit : Région Bretagne
Guirec a fait son entrée dans le port de Brest le vendredi 1er octobre 2021
5 sur 14
Guirec hissant le Gwen ha du
Il avait passé la ligne d’arrivée fictive du méridien de Créach au large de l’île d’Ouessant la veille, jeudi 30 septembre, à 10h49 !

Romain Jouan

6 sur 14
Gros plan sur le vavigateur aventurier Guirec à bord de son rameur
Dans la dernière ligne droite : une nuit entière à ramer dans un dernier effort surhumain…
7 sur 14
Le navitageur aventurier Guirec vu de haut sur son rameur
Une prouesse à la force des bras et d’une détermination inoxydable !!
8 sur 14
Guirec à bord de son rameur monotype
Cette double traversée a débuté le 15 décembre 2020 sur la petite île del Hierro aux Canaries, au large des côtes marocaines…
9 sur 14
Le navigateur Guirec à bord de son monotype aviron
Crédit : Guirec
Flash back sur les débuts de cette aventure : les tout premiers essais à bord du monotype aviron de 8 m en décembre 2020…
10 sur 14
Le navigateur Guirec à bord de son monotype aviron
Le Top départ : cap sur Saint-Barthélemy aux Antilles pour une traversée aller d’Est en Ouest.
11 sur 14
Le navigateur Guirec à bord de son monotype aviron
Crédit : Guirec
Le bateau a été chargé pour assurer 2 mois d’autonomie.
12 sur 14
Le navigateur Guirec à bord de son monotype aviron
Crédit : Guirec
Les outils de navigation sont basiques : radio VHF, l’AIS pour anticiper les cargos, GPS et téléphone satellite pour communiquer à terre.
13 sur 14
Arrivée de Guirec sur son rameur à Saint-Barthelemy aux Antilles le 26 février 2021
Crédit : Guirec
Il arrive à Saint-Barthelemy 74 jours de mer plus tard
14 sur 14
Le navigateur Guirec à bord de son monotype aviron
Crédit : Guirec
D’est en Ouest à l’aller, il faudra suivre au maximum le flux de vent Alizés pour éviter de ramer à contre-courant. D’Ouest en Est au retour, surfer sur le gulf stream…

Pariadenn gentañ : treizhañ ar Meurvor Atlantel e-unan hag eñ 21 bloaz

Guirec ar paotr disaouzan ne oa nemet 21 bloaz pa oa krog gant e veaj kentañ a-dreuz ar Meurvor Atlantel e-unan hep skoazell, asambles gant e yar ruz anvet Monique, e bourzh ur gouelier dir bihan en doa prenet gant arc’hant gounezet gant poan o pesketa er-maez da Aostralia ha lakaet a-gostez. Evel-se e oa krog gant tro ar bed, eus an eil pol d’egile, e-pad pemp bloaz : 426 devezh merdeiñ, en o mesk 130 en inizi arktikel Greunland hep darempredoù gant an diavaez. Hag eñ 28 vloaz bemañ emañ o paouez kas ur bariadenn nevez da benn, gant an nebeutañ a zanvez bevezet ma c’haller, trawalc’h evit bevañ hepken, hag ar memes soñj pennañ gantañ bepred : deskiñ digant an natur ouez hag an amzer dirollet penaos mont dreist e varregezhioù ha doujañ an natur hag an danvezioù a vez profet deomp ganti.

Hor skoazell d’an ergerzherien nevez

Tara, Under the pole, Energy observer, Elemen’Terre ha treizhadenn nevez Guirec Soudée : pemp avantur er mor en XXIvet kantved evit mad hor planedenn. Ha pa vefent skiantel, teknologel pe denel, ez eus daou dra boutin d’an ergerzhadennoù-se : studiañ pe sellet pizh ouzh efedoù ar cheñchamant hin war an Douar diwar ergerzhet ar morioù, ha klask sachañ evezh ar muiañ a dud war ar pezh a sell ouzh gwareziñ ar morioù. Skoazellañ a reomp an ergerzherien nevez-se! Setu aze unan eus an doareoù, e-touez ur bern re all, m’en em laka Breizh da vont war-zu an treuzkemm.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ