Aller au contenu

Divizoù pennañ dalc’h an 9 a viz Ebrel 2021

Steuñv ober evit ar yaouankiz, lakaat fontoù Europa da dalvezout e Breizh, skoazellañ an embregerezhioù nevezus, … Setu ar c’hrafoù pennañ zo bet lakaet ar gaoz warno e-doug dalc’h ar C’huzul-rannvro d’an 9 a viz Ebrel. Gwelit an divizoù pennañ da-heul.

Elus régionaux en session à Courcy
Crédit photo : Charles Crié

An divizoù pennañ

Bevañ e yaouankiz e Breizh

Degemeret ez eus bet ur steuñv da skoazellañ yaouankiz Breizh, 32 diarbenn ennañ, war verr ha war hir dermen, evit harpañ ar Vretoned yaouank da dalañ ouzh ar prantad-mañ ha d’en em welet en amzer da zont. Gant ur c’hredad 2,87 M€ ez eo diazezet war 5 tem bras :

  • Sevel an hentad micherel : kelaouiñ, stummañ, kenemprañ micherel.
  • Doareoù bevañ ar re yaouank : magadur, yec’hed, lojeiz, fiñvusted
  • Digeriñ war ar bed ha war ar re all : sevenadur, engouestl, fiñvusted da vroioù all, treuzkemm ekologel
  • Harpañ ar re yaouank en o liesseurted : tiriadoù bresk, kevatalded merc’hed-paotred
  • Ostilhoù evit ober : kendivizoù yaouankiz/dilennidi, kenlabour etre obererien ar yaouankiz, anavezout o gwirioù, arsellva ar yaouankiz

An heñchañ hag ar stummañ da gentañ-penn

A-fet heñchañ ha stummañ e lakaio ar Rannvro daou dra da gentañ-penn :

  • Harpañ ar re breskañ ha digenvesañ : 3 700 plas ouzhpenn evit kenemprañ micherel ar re dindan 30 vloaz, ar re a c’houzañv ar muiañ gant an enkadenn ha a zo ar pellañ diouzh al labour.
  • Skoaziadoù ouzhpenn evit ar stummañ ha gwareziñ an hentadoù stummañ ha kavout digor e bed al labour (stajoù, a-bep-eil…) : ur skoaziad 390 € ha 930 € bep miz, harp hiniennel a-hed an hentad, arc’hantaouiñ an aotre-bleinañ d’ar re 18-25 vloaz (betek 1 500 €), prizioù digresket evit ar beajoù e karr-boutin hag e THR Breizhgo, skoazellañ da brenañ dafar urzhiataerezh.

Lakaat fontoù Europa da dalvezout e Breizh : merkañ ar poent

Goude ma voe degemeret, e dibenn 2020, framm arc’hant liesvloaziek an Unaniezh evit ar prantad 2021-2027 koulz ha frammoù reoliek kentañ a denn d’an ostilhoù arc’hant adlañsañ, he deus merket ar Rannvro ar poent war pelec’h e oad gant lakaat fontoù Europa da dalvezout e Breizh. Evel-se, e miz C’hwevrer ha miz Meurzh tremenet eo bet sezizet ar Poellgor da heuliañ Fontoù Europa evit kaout e ali war ar frammoù strategel disheñvel a vo marc’hataet gant Komision Europa. Hiziv, ha pa chomfe ar reolennoù europat evit 2021-2027 hag evit ar PBLD nevez da vezañ breutaet, e c’hallomp, gant an araokadennoù-se, delc’her da guzuliata etre kevelerien gant an tiriadoù ha da spisaat ezhommoù pep hini.

Kreñvaet eo ar skoazell d’an embregerezhioù neveziñ danvez puilh enno

Evit klokaat an ostilhoù arc’hantaouiñ rannvroel evit souten krouiñ obererezhioù neveziñ e Breizh ec’h isskrido Rannvro Breizh d’ur font etrerannvroel nevez gouestlet da harpañ ar raktresoù neveziñ a glask mont war ar marc’had etrebroadel (eus ur c’hant mil bennak betek milionoù a euroioù). Kreizennet e vo ar font-se e kevredadoù lec’hiet dreist-holl e Breizh, e Broioù al Liger, Kreiz Traoñ al Liger ha Normandi, ha diorroet ganto produioù ha servijoù neveziñ war dachenn an teknologiezhioù pennañ er C’hornôg Bras : an ekonomiezh niverel, yec’hed an dazont hag ar magañ, an teknologiezhioù (ekoteknologiezh, nanoteknologiezh, meziantoù…) pe c’hoazh ar servijoù d’an industriezh.

Sindikad kemmesk Bae Menez-Mikael :

E 2002, Sindikad kemmesk Bae Menez-Mikael en doa kemeret lec’h ar Sindikad kemmesk evit ma vo un enezenn adarre eus Menez-Mikael. E 2017 e oa bet roet da c’houzout gant ar Gouarnamant hag ar strollegezhioù o c’hoant da sevel Diazezadur Publik Greantel ha Kenwerzhel broadel Menez-Mikael, karget eus meradur unvan ha diorroadur Menez-Mikael hag e vae. Evel-se eo e oa bet votet divodañ Sindikad kemmesk Menez-Mikael daou vloaz diwezhatoc’h, e 2019. Bremañ evit ma c’hallfe an DPGK seveniñ e gefridioù ez eo dav reiñ dezhañ peadra da vont en-dro (arc’hant, dafar ha tud), met ivez dibennfreuzañ Sindikad kemmesk Bae Menez-Mikael. Ar c’henemglev-se eo a zo bet degemeret da-geñver an dalc’h-mañ

Divizad daskemm

Skoazellañ an embregerezhioù breizhat da gavout sav e broioù all :

  • Skoazellañ da zelc’her gant ar monedone en daou du da Vor-Breizh graet gant ar gompagnunezh-vor BAI – Brittany Ferries en ur lakaat c’hwec’h treizhadenn bemdez etre Breizh hag Iwerzhon.
  • Font skoazell evit kevalaoù piaouel an embregerezhioù

Kreskiñ an niver a blasoù er stummadurioù yec’hedel ha sokial e teir micher : klañvdiour, adklañvdiour, ambrouger desavadurel ha sokial. A-benn an daou zistro-skol kentañ e vo 186 plas ouzhpenn evit ar glañvdiourien, 580 evit an adklañvdiourien ha 166 evit an ambrougerien desavadurel ha sokial.

Prenañ 12 karr-boutin GNK (Gaz Naturel evit Karbedoù)
Anv zo da adneveziñ ul lodenn eus ar c’hirri-boutin (3 e 2021 ha 9 e 2022) evit tremen d’ur mod poulzañ ekologel.

Hag ivez…

  • Danevell arc’hant 2020.

Evit gouzout hiroc’h

Videoioù ar c’hendivizoù

En pratique

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ