Aller au contenu

Divizet he deus ar Rannvro ober gant prizioù nevez evit ar pretioù hag al lojañ

E 2022, evit degas muioc’h a genskoazell etre al liseoù hag ar familhoù ha broudañ an dud da vont war-zu an Debriñ Mat, he divizet ar Rannvro lakaat cheñch he frizioù evit ar pretioù hag al lojañ. Lakait hoc’h anv adalek ar 1añ a viz Mezheven !

Prizioù nevez evit al liseidi marc’hadmat hag evit ar genskoazell : sed ar pezh emaomp o vont da lakaat da dalvout adalek distro-skol 2022 en holl liseoù e Breizh. Diwar vremañ e vo jedet ar prizioù-se diouzh gounidoù ar familhoù, unvanet e vint etre ar 115 a liseoù ha kenskoazell e vint etre ar familhoù hag etre al liseoù publik e Breizh.

Perak prizioù nevez ?

  • Evit degas muioc’h a ingalded etre an holl liseoù, gant ar memes prizioù er 115 a liseoù.
  • Evit degas muioc’h a genskoazell etre ar familhoù, gant prizioù marc’hadmat.
  • Evit ur vro unvanoc’h, gant ar memes kalite evit ar servijoù en holl liseoù.
  • Evit harpañ muioc’h ar broduerien e Breizh, a vo paeet er priz dereat kement ha klotañ gant hon engouestloù evit an Debriñ Mat.
  • Evit kreskiñ plas an Debriñ Mat el liseoù, e vez sikouret, gant ar Rannvro, labour ar skipailhoù a vez o keginañ war al lec’h evit prientiñ predoù a galite.

Evit piv ?

An holl familhoù o deus ur bugel hag a zo lisead, deskard pe studier en ul lise publik pe skoliad e skolioù rannvroel an deskadurezh azasaet (SRDA) e Breizh.

Betek-henn e oa war-dro 600 priz disheñvel an eil re e-kichen ar re all e Breizh. E 2022 he deus divizet ar Rannvro unvaniñ ar c’haelioù ha kinnig 6 priz eeunaet, marc’hadmat hag evit ar genskoazell, en holl liseoù e Breizh, abalamour d’ar familhoù da baeañ o lod en ur mod reishoc’h.
Kemer a ra ar Rannvro etre 43 ha 66 % eus koust ur pred war he c’hont, diouzh ar rannad tiegezhel, rak-se e kinnig predoù klok ha kempouez adalek 2,70 € d’ar familhoù.

TAOLIT EVEZH :

Evit profitañ eus ar prizioù nevez a glot gant live ho kounidoù eo ret deoc’h lakaat hoc’h anv adalek ar 1añ a viz Mezheven 2022.
Paneve se e viot lakaet da baeañ ar prizioù uhelañ evit ho pugel, da lavaret eo 4,60€ ar pred ha 12€ evit lojañ.

MAT DA C’HOUZOUT : Da bep lise da choaz e vod d’ober, pe predoù diouzh un treuziad pe tikedoù, pe an daou. El liseoù lec’h na vez kinniget nemet paeañ diouzh un treuziad e vez gwerzhet 4,60 € an tiked evit ur pred bep ur mare.

Ha gouzout a raec’h kement-mañ ?

  • 55 000 a liseidi hanter-lojidi a vez servijet er pretioù-skol,
  • 12 000 a liseidi a vez degemeret er skolioù-lojañ,
  • 60 % well-wazh eus koust ar predoù a vez kemeret e karg gant ar Rannvro.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ