Aller au contenu

Distro-skol mat d’an holl liseidi e Breizh !

Mare an distro-skol zo ! Hor pal, e penn kentañ ur bloavezh skol ha n’eo ket tre evel ar re all : degemer al liseidi diouzh ar gwellañ abalamour da sikour anezho da vezañ en o bleud el lise, da aesaat anezho delc’her gant o studioù ha kavout o flas e bed al labour goude.

Mare an distro-skol zo ! Hor pal, e penn kentañ ur bloavezh skol ha n’eo ket tre evel ar re all : degemer al liseidi diouzh ar gwellañ abalamour da sikour anezho da vezañ en o bleud el lise, da aesaat anezho delc’her gant o studioù ha kavout o flas e bed al labour goude.

le président et des lycéens lors de la rentrée

Skoazellañ a reomp an 79 800 a liseidi vreton a zo en ul lise publik bennak hed-ha-hed ar “bloavezhioù lise”, da vont ha da zont aes (dre an treuzdougen BreizhGo), da vezañ degemeret, maget, kevreet hag ostilhet a-zoare. Broudañ a reomp anezho ivez da aozañ o fersonelezh ha da zont da vezañ, a-hed ar mizioù, keodedourien mennet hag avizet

Petra a vo graet kentañ-wellañ er bloaz-mañ ?

Ur budjed-perzhiañ

E pep lise e c’hallo ar re yaouank kinnig raktresoù, votiñ evit ar re a blij dezho ar muiañ ha bezañ sikouret evit kas anezho da benn.

Ar monedone

Gant ar rouedad BreizhGo e c’hall 100 000 a dud yaouank (skolajidi ha liseidi dreist-holl) mont bemedez betek o skol. Bep beure ha bemnoz e vez 2 500 karr-boutin skol o vont hag o tont evit deservijout 25 000 lec’h arsav e Breizh. Ur bloaz zo hon doa lakaet prizioù heñvel er pevar departamant a zo er rannvro, da lavaret eo 120 € ar bloaz. Evit ar familhoù hir e vez digresket ar priz evit ar bloaz adalek an 3e bugel a ya gant ar c’hirri-boutin (50 € ar bloaz) ha digoust eo evit ar 4e bugel. Ha ma vez paeet 80 € ouzhpenn bep bloaz (da lavaret eo 200 € ar bloaz), e c’hall ar skolidi a ya gant BreizhGo kaout ar gartenn Scolaire+ evit implijout an holl girri-boutin hag an holl drenioù THR BreizhGo e-pad ar bloavezh-skol, vakañsoù bihan ha dibennoù-sizhun hag all !

dibennoù-sizhun hag all !

Un degemer a galite

Karget omp da sevel, nevesaat ha pourchas arrebeuri hag ostilhoù d’al liseoù publik e Breizh, rak-se e taolimp pled mat ma vo doujet d’ar reolennoù yec’hed liammet ouzh ar C’HOVID-19 abalamour da wareziñ yec’hed ar skolidi hag ar gumuniezh desavadurel.

Nevezentioù an distro-skol :

  • Digoradur lise Ploermael e distro-skol 2023.
  • Lid-digeriñ al lise Simone-Veil e Liverieg d’ar 17 a viz Gwengolo.
  • 20 chanter evit kreskiñ ha modernaat.
  • Skolioù-lojañ nevez e Kerichen, Saozon-Sevigneg hag en Oriant.
  • Delc’her gant ar steuñv Energiezh.

Boued ha deskadurezh

Produioù fresk, eus ar vro, bio ha labelaet gant predoù graet « en ti » : sed ar pezh a vez kinniget a-hed ar bloaz d’al liseidi gant ar skipailhoù predoù, gant tost da 10 milion a bredoù bep bloaz, sikouret gant arc’hant ar Rannvro evit 60% eus ar c’houst. Gant ar boan a vez kemeret ganeomp ez eus 11 lise-skouer dija, diwar 14, hag a ya en tu all d’an 20% a oa lakaet da bal evit a sell ouzh ar prenadennoù bio, diwar se e c’hallint kaout al label “skol bio engouestlet” gant sikour ar Rannvro hag Inter Bio Breizh. Fellout a ra deomp ivez lakaat emzalc’h an dud da cheñch, deskiñ ar re yaouank war ar blaz, ar c’hempouez mezhurel, en ur stourm enep ar c’houfoniñ boued gant meur a obererezh : sizhunvezh ar pouezañ, sevel ul levr sekredoù kegin vejetarian…

Evit ar bedagogiezh, arc’hantañ a reomp an egorenn labour niverel Tout@tice, a c’haller ganti kavout dafar pedagogel ha titouroù enlinenn. Pourchas a reomp ivez ostilhoù niverel d’al liseoù.
Reiñ a reomp 50 € dre skoliad d’al liseoù evit sikour anezho da brenañ an dornlevrioù skol. Reiñ a reomp arc’hant ivez evit prenañ aveadurioù micherel (eus 60 da 300 €) d’ar skolidi a vez o kregiñ gant un TGM pe ur Bak micher.

Raktresoù desavadurel ha keodedel

Raktresoù desavadurel Karta, Kuzul-rannvro ar yaouankizoù… : gant an oberoù-se e c’hall ar re yaouank embann o soñj ha reiñ da glevet o mouezh. Er bloaz-mañ, evit ar wech kentañ, e vo dilennidi eus KRY o sezañ asambles gant ar guzulierien-rannvro er bodad nevez « yaouankiz, ingalded ha keodedouriezh ».

Yezhoù Breizh : eus ar skol-vamm d’ar skol-veur

Bloaz zo, e distro-skol 2020, e oamp tremenet en tu all da 19 000 skoliad (19 165 kement ha bezañ resis) ! Skoliataet e vezont e klasoù divyezhek pe dre soubidigezh (hentadoù publik, prevez dindan gevrat, Diwan) en akademiezhoù Roazhon ha Naoned, ha dleout a rafe an niver anezho mont war gresk c’hoazh gant an 13 lec’hienn divyezhek nevez digoret e miz Gwengolo 2021.

Gweladennoù el liseoù

Evel bep bloaz da-geñver an distro-skol ez a ar Prezidant Loig Chesnais-Girard d’ober tro al liseoù evit gwelet stad an traoù e-keñver al labourioù, an aveadurioù nevez hag ar raktresoù a a zo war ar stern.

30/08 : Emvod kelaouiñ « Distro-skol » da 11e e Patton

31/08 : Rak-distro-skol e Roazhon
2e00/3e15 : Lise Jean Macé e Roazhon
3e30/5e00 : Liseoù Chateaubriand ha Joliot-Curie e Roazhon

2/09 : Redon + Mor-Bihan
10e00/11e30 : Lise Sant-Salver e Redon
12e30/3e00 : Lise micherel Beltram ar Gwesklin en Alre
4e00 : ESPK e Pondi

7/09 : Penn-ar-Bed

9e00-10e15 : Lise Yves Tepaod e Kemper
10e30-12e00 : S.R.D.A. Louise Michel e Kemper
2e00-3e30 : Lise ar micherioù e Pont-ar-Veuzenn

9/09 : Saozon-Sevigneg
3e00-4e30 : Digoradur skol-lojañ ar sportourien e Lise Sevigneg

15/09 : Aodoù-an-Arvor
11e00-2e30 : Lise an ostaleriezh La Closerie e Sant-Ke-Porzh-Olued
3e00-4e30 : Lise labour-douar Kernilienn e Plouizi

17/09 : Liverieg

11e00-2e30 : Lid-digeriñ Lise Liverieg20/09 : Lid-digeriñ al Lise Diwan e Gwened
10e00 : Burev ar bodad-seveniñ e-barzh al lise
11e30 : Lid-digeriñ al Lise Diwan

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ