Déter : gwelet ar stirad nevez filmet e Breizh !
10 Here 2023
2 vunut evit lenn
Stirad pemdeziek nevez France TV eo. Filmet eo bet penn-da-benn e Breizh war tachenn al lise labour-douar prevez kozh e Stredell, e-kichen Gwitreg. Gant Déter omp soubet e-barzh buhez pemdeziek skolidi yaouank er rann labour-douar. Gouzout hiroc’h.
-
200rann hag a bad 7 munut
-
82%a Vretoned er skipailh teknikel
-
10milion a euroioù a-fet budjed
Ur savadur kozh bet adkempennet penn-da-benn, ur c’hraou-deñved, tiez-gwer staliet a-ratozh : donemat war leurenn filmañ ar stirad Déter, a vo skignet adalek an 3 a viz Here war France TV Slash. Abaoe miz Ebrel ha betek miz Du emeur o filmañ ur stirad hag a gaso ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant bed al labour-douar da-heul hentad skolidi yaouank.
An tostañ ouzh bed al labour-douar
« Ur sizhunvezh soubidigezh e-barzh meur a feurm, ur prantad en ul lise labour-douar, ober anaoudegezh gant jestroù ar vicher gant tud a-vicher wirion : an tostañ ouzh bed al labour-douar emañ an aktored yaouank », a zispleg kenbroduer ar stirad, Augustin Bernard, hon eus gwelet war al leurenn filmañ.
Rak ouzhpenn gwelet tud yaouank etre 17 ha 19 vloaz en o buhez pemdez eo graet ar stirad evit lakaat micherioù al labour-douar war wel war an tu mat ha bezañ an tostañ ouzh ar wirionez war ar memes tro.
En images
Ur filmañ merket gant Breizh
Dibabet ez eus filmañ ar stirad en un doare lec’hel, da skouer : 82 % eus ar skipailh teknikel zo eus Breizh. Ha gounidoù ur bern zo evit ar vro : graet e vez war-dro ar boued, al lojeiz peotramant an treuzdougen gant stalioù eus ar vro.
Ar produerezh a c’hall ivez kontañ war harp ar strollegezhioù. Eus tu ar Rannvro e tegasomp ur sikour arc’hant 600 000 € ar bloaz evit an daou goulzad kentañ eus Déter. Harpet eo ar raktres ivez gant kumuniezh-kumunioù Gwitreg, gant 200 000 € ouzhpenn evit ur sikour logistik.
Sellet ouzh ar filmig brudañ
Da c’hortoz ma vo skignet adalek an 3 a viz Here e c’hallit gwelet ar skeudennoù kentañ.
Rannañ :