Aller au contenu

Deskit ar brezhoneg e 6 pe 9 miz evit ober ur vicher e bed an hanteriñ-yaouankiz.

Deskit ar brezhoneg e 6 pe 9 miz evit ober ur vicher e bed an hanteriñ-yaouankiz. Ur skoazell nevez evit stajidi ar stummadurioù d’an daoulamm e brezhoneg.

Fête de la Bretagne 2019
Fanch Galivel

Ur skoazell nevez evit stajidi ar stummadurioù d’an daoulamm e brezhoneg.

Adperc’hennañ ar brezhoneg a c’hall bezañ graet e-korf 6 pe 9 miz dre ar stummadurioù aozet gant pemp aozadur stummañ grataet gant ar Rannvro. Lec’hioù stummañ zo un tamm e pep lec’h e Breizh (An Oriant, Brest, Gwened, Gwengamp, Karaez, Kemper, Landerne, Lannuon, Naoned, Roazhon, Sant-Brieg…) ha kregiñ a ra an dalc’hoù bep bloaz e miz Gwengolo hag e miz Genver. Evit an dud dilabour e c’hall ar strollegezh kemer tost an holl frejoù stummañ e karg. Gallout a ra ar c’hopridi hag ar gopradezed arc’hantaouiñ ar stummadurioù-se gant o gwirioù stummañ micherel pe da-geñver ur raktres cheñchamant micher. Skoazelloù all zo evit ar re a zibab mont war-zu ar c’helenn divyezhek (Desk Kelenn) pe micherioù war-dro ar vugaligoù (Desk Bugaligoù). Emañ Rannvro Breizh o paouez lakaat ur skoazell Desk nevez war-sav. 

Desk Hanteriñ-yaouankiz, ur stignad nevez evit an dud a zibab mont war micherioù divyezhek an hanteriñ yaouankiz. 

Kinnig a ra ar Rannvro ar skoazell Desk Hanteriñ-yaouankiz d’ar stajidi a fell dezho labourat er bed micherel-se. Sellet a ra ar stignad-mañ ouzh implijidi unyezhek an hanteriñ-yaouankiz a zo war ur post hag o deus bet un ehan stummañ digant o implijer evit dont da vezañ implijidi divyezhek an hanteriñ-yaouankiz hag ivez ar re o deus tapet ur genstrivadeg, un diplom, un testeni pe ur breved hag a zigor war unan eus micherioù an hanteriñ-yaouankiz, hag o defe c’hoant da zeskiñ brezhoneg a-raok klask ul labour. Evit goulenn ar stignad-se e ranker bezañ e-sell da bleustriñ e brezhoneg war unan eus micherioù an hanteriñ-yaouankiz en ur framm hag a zegemer tud yaouank er mareoù troskol pe e-maez an amzer skol : kelenner·ez sonerezh, dañs, arzoù-neuziañ, buhezour·ez sportoù, hanterour·ez skiantoù (roll diglok).  

Ar skoaziad-mañ a ya betek 2 500 € evit ar stummadurioù 6 miz ha 1 500 € a c’hall bezañ ouzhpennet ma vez un astenn 3 miz d’ar staj.

Stummadurioù d’an daoulamm ha klok

Etre 6 ha 9 miz e pad ar stummadurioù-se, ar pezh a c’hall seblantout bezañ berr. E gwirionez ez a kement-se d’ober un hollad eurvezhioù bras : 840 eurvezh kelenn evit 6 miz d’an daoulamm ha 1 260 evit 9 miz. Bras-meurbet eo kement-se ma vez lakaet keñver-ha-keñver gant ar 720 eurvezh kelenn yezh vev estren 1 dasparzhet war 7 bloavezh eus ar skolaj d’al lise !

Lakaat e anv en ur stummadur d’ar brezhoneg d’an daoulamm

Evit kavout ur stummadur d’an daoulamm nepell diouzh du-se e c’hallit sellet ouzh ar bajenn bretagne.bzh/formation.breton

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn Desk hanteriñ-yaouankiz

Kavout a reoc’h an holl ditouroù talvoudus diwar-benn ar stignad nevez Desk hanteriñ-yaouankiz war lec’hienn Rannvro Breizh : https://www.bretagne.bzh/aides/fiches/copie-de-langue-bretonne-desk-enseignement-kelenn/

Taolit evezh ! Dav eo kas ar goulennoù Desk Hanteriñ-yaouankiz a-benn an 10 a viz Gwengolo d’an diwezhatañ evit ar stummadurioù 6 miz etre miz Gwengolo ha miz Meurzh, hag a-benn an 31 a viz Genver d’an diwezhatañ evit ar stummadurioù 6 miz etre miz Genver ha miz Mezheven.

Evit kaout titouroù ouzhpenn e c’hallit mont e darempred gant Servij yezhoù Breizh Kuzul-rannvro Breizh

[email protected]  –  02 99 27 43 65

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ