Debriñ mat e liseoù Breizh : sekredoù ar chef.où.ezed #2
20 Ebrel 2021
1 munut evit lenn
Asuriñ an debriñ mat el liseoù : setu unan eus an traoù a fell deomp ober kentañ-wellañ abaoe 2020. Kement ha diskwel hor youl da sachañ evezh al liseidi war se ha sikour ar skipailhoù er pretioù stroll e kinnigomp deoc’h ur rummad sekredoù savet gant mistri-keginerien ha mestrezed-keginerezed al liseoù e Breizh.
Da-heul ar pezh hon eus gouestlet ober gant Breizh Cop ha peogwir omp karget eus ar pretioù el liseoù publik e Breizh, ez eomp da zelc’her ha da vont pelloc’h gant hon oberoù evit an « Debriñ mat » e 2020-2021. Hor pal eo broudañ da implijout produioù bio, eus ar mare-bloaz ha graet er vro evit gwarantisañ boued a galite en holl bretioù el liseoù e Breizh.
Rak-se ec’h arnodomp meur a seurt oberoù e 14 lise skouer a gaver enno liesseurted ar 115 lise a zo e Breizh, war an tachennoù-mañ :
- Talañ ouzh an dismantr boued,
- Reiñ ur skoazell teknikel ha lezennel d’ar brenerien bublik evit ar pretioù stroll, evit a sell ouzh pourchas boued
- Sachañ evezh an dud war an « Debriñ mat » ha deskiñ dezho ar mod d’en ober.
Ha kement ha diskwel e c’haller seveniñ an « Debriñ mat » el liseoù o deus asantet pevar mestr.ez-keginer.ez fardañ sekredoù a-ratozh. Setu amañ an hini kentañ en ur rummad a ya pevar sekred d’ober anezhañ :
Ar sekred evit fardañ riz dre laezh
Bien-manger dans les lycées bretons : les chef.f.es présentent leurs recettes
Gwelet ar raktres bras « Debriñ mat el liseoù »
Rannañ :