KOVID REZISTAÑS : ur font skoazell evit an embregerezhioù hag ar c’hevredigezhioù

Evit evit ma ne vefe lezet embregerezh pe kevredigezh ebet hep diskoulm war dachenn an arc’hant emeur o sevel ur font skoazell e Breizh : KOVID REZISTAÑS.

Covid Résistance

Ar font skoazell evit an embregerezhioù bihan hag ar c’hevredigezhioù, 27,5 M€ ennañ, zo kenarc’hantaouet gant ar Rannvro, an departamantoù, an etrekumunelezhioù eus Breizh, kevredigezh inizi ar C’huzh-heol hag ivez gant Bank an Tiriadoù.
Arc’hant ouzhpenn a vo kinniget gant ar stignad-se d’an embregerezhioù bihanañ (dreist-holl d’ar re a labour war dachenn ar c’henwerzh, an artizanerezh, al letierezh-pretierezh), d’al labourerien dizalc’h, d’ar c’hevredigezhioù ha da obererien an ekonomiezh sokial ha kengret, a zo bet tizhet gant epidemiezh ar c’horonavirus. Goude bezañ bet kraouiet tost da zaou viz ez eus mall war an holl da gaout un tamm arc’hant evit kenderc’hel o obererezh ha derc’hel o implijoù.

Derc’hel buhez e Breizh

Ar skoazelloù-se a vo roet e stumm ur prest feur zero evit an embregerezhioù bihan-tre (EBT), al labourerien dizalc’h hag ar c’hevredigezhioù o deus ezhomm eus un tamm arc’hant ha ne vo ket roet gant ar bankoù. Diouzh an ezhomm arc’hant e vo ar sammad, evit paeañ an dispignoù ret da adkregiñ gant an obererezh :

  • eus 3 500 da 10 000 € evit an obererien ekonomikel,
  • eus 3 500 da 30 000 € evit ar c’hevredigezhioù eus ar gennad ma ne werzher tamm marc’hadourezh ebet. 

Piv a c’hall kaout ar skoazelloù-se ?

Daou rummad degemererien zo :

  • an embregerezhioù hag ar c’hevredigezhioù ma ne werzher tamm marc’hadourezh ebet, a zo betek 10 goprad enno hag a zo o c’hengreadur bloaziek dindan 1 M €.
  • Ar c’hevredigezhioù ma ne werzher tamm marc’hadourezh ebet hag ar strolladoù implijerien gevredigezhel a zo eus 1 betek 20 goprad enno.

Penaos goulenn ?

M’ho peus c’hoant da c’houlenn ur prest e c’hallit en ober betek an 30 a viz Gwengolo 2020.
Rankout a reer ober an holl c’houlennoù dre ar savenn BpiFrance

Emgav e : https://covid-resistance.bretagne.bzh

Darempredoù :

Rannvro Breizh
Renerezh an diorren ekonomikel
Postel : eco-coronavirus@bretagne.bzh

En pratique