Aller au contenu

Breizhcop : traoù e-leizh e-pad ur sizhun war an treuzkemm ekologel

Gouestlet e oa ar sizhunvezh eus an 3 d’ar 7 a viz Mezheven da VreizhCop. Diwar pemp devezh pep a dem dezho, diwar-benn ar yaouankiz, an hin hag ar genskoazell, an tiriadoù, eo deuet emglevioù Breizh evit an hin.

War-lerc’h 4 devezh ma’z eus bet ouzhpenn 2 600 a dud o kendivizout etrezo, an eil re o selaou soñjoù ha skiant-prenet ar re all, e oa bet kinniget gant ar Rannvro, d’an holl obererien a sell an afer-se outo ha dirak Nicolas Hulot, paeron ar raktres, Emglevioù Breizh evit an hin hag ar blanedenn.
En em gavet e oa an holl dud a gemer perzh evit sevel Breizh an amzer-da-zont abalamour da embann o mennadoù evit a sell ouzh mestroniañ ar font, merañ an energiezhioù, adaozañ an dilerc’hioù…

Ar Rannvro eo a ro lusk d’ar cheñchamant bras-se ha fellout a ra dezhi, diwar vremañ, asambles gant an 59 a etrekumuniezhoù hag ar 1 250 a gumunioù eus Breizh, gant ar c’hevredigezhioù a labour war an endro, gant bed an ekonomiezh ha hini al labour-douar, sevel ur raktres tiriad da vont a-du gant an treuzkemmoù, diazezet war an torroù kevraouet.  Mont a ray ar raktres-se d’ober ul lodenn eus ar SRADDET (brastres rannvroel kempenn, diorren padus hag ingalded an tiriadoù) ez eo karget ar Rannvro da sevel. Hiziv an deiz eo ar rannvro gentañ, e-touez an 13 a zo e Frañs, a zo krog gant un ober hag a ya pelloc’h eget framm lezennel ar SRADDET en ur lakaat ar gevredigezh keodedel hag ar geodedourien da gemer perzh.

 

Petra a oa bet e-kerzh ar sizhunvezh-se ?

Lun 3 a viz Mezheven
Stalioù-labour ar brastres rannvroel kempenn, diorren padus hag ingalded an tiriadoù, digor d’ar strollegezhioù tiriadel

Meurzh 4 a viz Mezheven 
« An tiriadoù o neveziñ », gant an abadenn evit reiñ Trofeoù Breizh an diorren padus.

Merc’her 5 a viz Mezheven
E Breizh e vez roet bec’h evit ar re yaouank hag asambles ganto.

Yaou 6 a viz Mezheven
Kas an treuzkemmoù ekologel da benn, gant lod eus izili kuzuliadegoù an endro (kuzuliadeg Breizh an treuzkemm energiezh, kuzuliadeg an danvezioù, kuzuliadeg Breizh ar vevliesseurted).

Gwener 7 a viz Mezheven
Diouzh ar beure e oa engouestloù ar c’hevredigezhioù, ha goude merenn re ar strollegezhioù.

 

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ