Aller au contenu

Bienvenüe : 75 klasker etrebroadel e Breizh !

Gant ar raktres « Bienvenüe » e c’hallimp degemer 75 a glaskerien etrebroadel yaouank e Breizh. Daou bal zo : fonnusaat ar skipailhoù el labourvaoù e Breizh, lakaat Breizh da vezañ anavezet muioc’h ha da sachañ muioc’h a dud war he zu evit a sell ouzh an enklask hag an neveziñ, a zo tachennoù pouezus-bras

  • 25
    A yalc’hadoù e-pad daou vloaz evit 25 goudedoktorad bep bloaz
  • 8
    8 a skolioù-meur hag a ensavadurioù enklask eus Breizh
  • 10,5 M€
    8 a skolioù-meur hag a ensavadurioù enklask eus Breizh

Douget eo ar raktres « Bienvenüe  – Welcoming highly-talented international post-docs in Brittany » gant Rannvro Breizh asambles gant eizh a skolioù-meur hag a ensavadurioù enklask eus Breizh. Kenarc’hantet e vo gant Europa a zegaso 5,5 M€ war 10,5 M€ en holl : n’eo ket stank ar rannvroioù eus Frañs a zo bet dibabet evit ar programm Bienvenüe, unan anezhe eo Rannvro Breizh asambles gant Enez-Frañs. Graet eo ar programm-se evit kreñvaat bed an enklask en Europa ha talvoudekaat redoù-micher etrebroadel ar glaskerien enni. Rak-se e c’hallo al labourvaoù e Breizh tuta 3 strollad enno 25 a glaskerien etrebroadel goudedoktorelezh a live uhel ac’hann da 2025, war danvezioù enklask hag a zo prioriezhioù evit Breizh. Dibabet e vo an dud gant tri galv da raktresoù, unan bep bloaz : embannet e vint e-kerzh an hañv e 2021, 2022 ha 2023 abalamour da reiñ 25 yalc’had evit pevar miz warn-ugent bep bloaz. Donemat dezho e Breizh !

Ar prioriezhioù e Breizh war dachenn an enklask

Dav e vo da raktresoù enklask ar glaskerien dibabet bezañ war an tachennoù neveziñ strategel evit Breizh, a zo renablet e Strategiezh an arbennikaat ijinek (a vez graet S3 anezhi) : obererezhioù mor, teknologiezhioù niverel, ekonomiezh al labour-douar hag ivez treuzkemmoù sokial, niverel hag an endro.

Skoazell 2020 evit klaskerezed ha klaskerien goudedoktorelezh

Etre miz Mae ha miz Here 2021 e vo digor ar c’houlzad bloaziek Strategiezh Dedenn Padus evit degemer klaskerezed ha klaskerien goudedoktorelezh etrebroadel : ur skoazell a-berzh ar Rannvro d’an ensavadurioù enklask staliet e Breizh a fell dezho, evit diorren tachennoù barregezh nevez, degemer ur c’hlasker goudedoktorelezh etrebroadel e-barzh o skipailhoù (ar fichenn bleustrek zo e traoñ ar bajenn, evit gouzout hiroc’h).

En pratique

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ