Betek ar 15 a viz Du 2026 e c’hallit kemer perzh en un enklaskadenn foran evit kreñvaat an demokratelezh rannvroel e Breizh

« Penaos kreñvaat hon demokratelezh, divizout gwelloc’h ha prientiñ an amzer-da-zont e Breizh » ? Pedet eo ar Bretonezed hag ar Vretoned da respont d’ar goulenn-mañ ha da embann o ali hag o c’hinnigoù betek ar 15 a viz Du er savenn enlinenn bretagne.bzh/votre-opinion.

Visuel Tout est bon dans le Breton surtout son opinion
Crédit photo : Région Bretagne

Un enklaskadenn, d’ober petra ?

Treuzkemm ekologel, dispac’h niverel, cheñchamantoù demografek, nebeutoc’h-nebeut a fiziañs en ensavadurioù… E Breizh e ranker talañ ouzh dalc’hoù e-leizh hag a vroud ac’hanomp d’en em soñjal a-stroll war hon amzer-da-zont.

Evit plediñ ganto e fell d’ar Rannvro reiñ ar gaoz war-eeun d’ar Bretonezed ha d’ar Vretoned abalamour dezho da gemer perzh er preder-se, deomp d’ijinañ, holl asambles, diskoulmoù fetis, padus hag a yay diouzh hon tiriadoù evel m’emaint.

Ar pal : dastum ar muiañ a alioù, a c’hoantoù hag a ginnigoù ma c’hallimp, abalamour da wellaat ar mod ma’z a an demokratelezh en-dro ha da greñvaat plas an dud e-barzh buhez ar rannvro.

Penaos kemer perzh ?

Embann hoc’h alioù hag ho kinnigoù zo aes ken-ha-ken : dav eo mont er savenn www.bretagne.bzh/votre-opinion, oberiet gant make.org.

2 zoare disheñvel zo da respont d’ar goulenn : 
* Embann ur c’hinnig gant ur frazenn hag a grog gant « Il faut… » (140 arouezenn d’ar muiañ – frankiz da ginnig ar pezh a fell deoc’h)
 *Votiñ ha/pe reiñ ho soñj war un toullad kinnigoù bet embannet dija, ar pezh a roio da welet ar re zo plijet ar muiañ d’an dud hag ar re a laka tabutoù da sevel.

Dav eo gouzout ne c’halloc’h ket embann kinnigoù nevez ken adalek ar 1añ a viz Du met gallout a reoc’h votiñ c’hoazh.

Un enklaskadenn oberiet gant an aozadur Make.org

Ar Rannvro he deus goulennet gant an aozadur neptu ha dizalc’h anvet make.org kas an enklaskadenn vras-se enlinenn betek penn ha sachañ evezh an dud e Breizh. Ar framm-se, a oa bet diazezet e 2016, zo arbennikaet war dachenn komzoù an dud a-vras ha diskouez a ra e vailhoni ingal evit bodañ, luskañ ha dielfennañ raktresoù damheñvel e pep lec’h en Europa.

Ha goude-se, petra a vo graet gant an alioù hag ar c’hinnigoù embannet ?

Ur wech ma vo echu an enklaskadenn e vo dielfennet an danvez anezhi gant arbennigourien liesseurt e make.org, gant sikour skipailhoù ar Rannvro, abalamour da sevel ur rentañ-kont hag a vo skignet frank e penn-kentañ 2027. Gouestlañ a ra ar Rannvro ne vo lakaet kinnig ebet a-gostez hag e vo labouret en ur mod sklaer war an disoc’hoù a vo da-heul evit pep hini anezho.

DAOUST HA GOUZOUT A RAEC’H ?

Evit dastum ar muiañ a ginnigoù ma c’haller e ra ar Rannvro gant ur stignad kehentiñ nevezus !

Ur c’houlzad kehentiñ dibar hag efedus

Evit broudañ kalz Bretonezed ha Bretoned da gemer perzh en enklaskadenn-se he deus empennet ar Rannvro ur c’houlzad kehentiñ en ur mod poblek, evit bodañ an dud, gant ur skeudenn hag ur sach-evezh fentus e mod Breizh : « Breizhiz n’eus nemet traoù mat enno, dreist-holl o meno. » Pellaat a ra ar sach-evezh-se diouzh reolennoù kehentiñ an ensavadurioù evit krouiñ ul liamm tostoc’h ouzh an dud hag aesaat delc’her soñj eus ar gemennadenn.
Troet eo a-ratozh war-zu ar c’hrouiñ abalamour da ginnig an enklaskadenn evel un digarez d’an dud da embann o soñjoù hag a zo talvoudus, ha d’ober dezho soñjal kerkent : peogwir em eus un ali diwar-benn Breizh e c’hallan hag e rankan embann anezhañ.

Ur steuñv skignañ bras m’eo mesket ar c’hehentiñ niverel hag ar c’hehentiñ nes

Evit broudañ Bretonezed ha Bretoned e-leizh da embann o soñj e vo brudet an enklaskadenn dre skritelloù er c’hêrioù, kehentiñ niverel ha kehentiñ tost ouzh an dud. Ar pal eo mont davet an dud, an tostañ ma c’haller ouzh al lec’h ma vevont, gant harp ar strollegezhioù hag o hanterourien, abalamour d’an holl da c’houzout hiroc’h, da gompren ar pezh a zo e dalc’h ha da gemer perzh, ne vern al lec’h m’emaint o chom. Kement-se zo kaoz e vo skignet ar c’houlzad er c’habinedoù mezegiezh, en tiez-gar hag er privezioù er stadoù melldroad zoken. Gant ar mod-se da labourat war an dachenn e klasker gwarantiñ d’an dud e c’hallint kemer perzh en un doare aes, ebarzhus, hag e vo dalc’het kont eus liesseurted an dud a zo o vevañ e Breizh.
Dav eo gouzout e vo gwazourien rannvroel e kêriadenn Hent ar Rom e Sant-Maloù, eus an 20 a viz Here d’ar 1añ a viz Du, evit broudañ an dud da gemer perzh en enklaskadenn ha respont d’ar goulennoù a c’hallfent sevel.

Partager :