Aller au contenu

It da bourmen betek Porzh Brest !

Diwar vremañ, war-lerc’h labourioù hag a oa padet daou vloaz, e c’haller dont da brofitañ eus ar polder nevez adkempennet e neuz. Rannvro Breizh hag he c’hevelerien o doa lakaet al labourioù-se d’ober ul lodenn da vat eus ar chanter e porzh Brest. Mont a ra 4,5 hektar hentoù-bale, hag a zo bet krouet gant sikour tud Brest, d’ober ur gwir liamm etre kêr hag ar porzh.

Panoramic Bretagne

Diwar vremañ, ar chanter brasañ e Breizh a-fet adkempenn neuz ul lec’h zo digor d’an dud. Un hanter-kant embregerezh bennak o deus labouret abalamour d’ar polder da vezañ ul lec’h brav evit mont da vale, ennañ plant ha loened a bep seurt ha lec’hioù evit piknikañ. Diwar an dosenn uhel kempennet hag ar wenodenn-aod ez eus ur gwel eus ar c’haerañ war ar porzh hag al lennvor, evel-se e c’hallo ar valeerien gwelet staliañ ha diorren an industriezhioù. Un doare kaer d’an dud da c’houzout kement a fello dezho diwar-benn ar raktres bras-se. Dont a ray al lec’hioù-se ivez da vezañ un dachenn evit aozañ abadennoù a bep seurt, stag ouzh ar sonerezh, ar sevenadur, gant ar Were adkempennet evel un añfiteatr.

Degas da soñj eus raktres porzh Brest

Adkempenn porzh Brest zo, da gentañ-penn, ur raktres youlek hag ur benveg eus ar pouezusañ evit ekonomiezh Breizh. Gant ar chanter boulc’het e 2017 e vo gallet :

  • Diorren an industriezhioù a zo staliet dija, peogwir e vo aesaet d’ar bigi bras-tre kaeañ ;
  • Desachañ filierennoù hag a roio lañs da ekonomiezh Breizh en amzer-da-zont, dreist-holl ar re a zo liammet ouzh an energiezhioù mor nevezadus, peogwir e vo staliet un termenva nevez evit industriezhioù ar porzhioù.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ