Aller au contenu

Galv da raktresoù evit an ijinouriezh war ar stummañ micherel nevezus

Abalamour da vezañ prest p’en em gav cheñchamantoù bras en ekonomiezh ha broudañ an diorren e Breizh en ur sikour an dud a vicher da greskiñ o barregezh, ez eus lañset ur galv da raktresoù « Ijinouriezh war ar Stummañ Micherel ha kinnigoù a-fet Skoazell Nevezus » gant ar Rannvro, asambles gant Bank an tiriadoù.

Thomas Crabot

Emaoc’h o sevel ur raktres e kenlabour en ijinouriezh war ar stummañ micherel nevezus hag a gord war-eeun gant un ezhomm a-berzh embregerezhioù eus Breizh ? Ar galv da raktesoù-mañ, a roer 8,6 milion € evitañ (evit 1€ roet gant ar Rannvro e vez roet 1€ gant ar Stad da-geñver ar Programm Postañ en Amzer-da-zont) a sell ouzhoc’h marteze… Evit sikour an embregerezhioù hag an dud a zo en o fenn da vezañ prest dirak ar cheñchamantoù bras en ekonomiezh pe en doare da ren an traoù en em gav hiziv an deiz, e vroud an dud da glask diskoulmoù nevezus a-fet stummañ diazezet war ul labour kaset asambles gant an embregerezhioù hag ar re a labour war dachenn ar stummañ hag ar skoazell. Gallout a ray ar stummadurioù hag ar skoazelloù bezañ digor da dud a bep seurt : tud dilabour, gopridi, studierien, renerien embregerezhioù, tud hag a zo o teskiñ ur vicher nevez, tud bresk o statud…

Breizh a vez o postañ evit an amzer-da-zont

Kentañ tra o deus graet ar Stad ha Rannvro Breizh evit ar Programm rannvroel postañ en dazont (PIA 3) eo lakaat 15,9 M€ e-barzh daou obererezh hag a zeu da glokaat an eil egile, evit sikour ar raktresoù neveziñ a-berzh an embregerezhioù bihan hag etre eus Breizh :

  •  INNO AVENIR Projets – 12,3 M€ evit an neveziñ en embregerezhioù bihan hag etre : an empennañ er c’houlzad studiañ ar c’hreadusted pe er c’houlzad diorren.
  • INNO AVENIR Filières – 3,6 M€ evit oberoù a-stroll er filierennoù : sikour dispignoù postañ ha klask ha diorren a-stroll.
  • Ar galv da raktresoù-mañ, 8,6 M€ evit krouiñ stummadurioù ha sikourioù nevezus, a ya d’ober un trede lodenn da glokaat an daou obererezh kentañ gant Bpifrance.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ