Aller au contenu

An tiriadoù er penn a-raok e 2022 : ur rummad emgavioù evit kavout soñjoù !

Tri bloaz zo, evit sikour tiriadoù Breizh da stagañ gant an treuzkemmoù, e vez pedet ar strollegezhioù da-geñ؜ver ar rummad emgavioù « An tiriadoù er penn a-raok » d’en em soñjal war sujedoù a bep seurt en-dro d’ar pezh a sell ouzh an terkañ liammet ouzh an treuzkemm… Deuit da gemer perzh er pevar emgav diwezhañ e 2022.

Evit talañ ouzh ar pezh a zo e dalc’h e-keñver an hin, ar genstagded sokial ha kempouez an tiriadoù, e vez roet bec’h hag arnodet oberoù nevezus alies gant ar re a labour war dachenn an terkañ lec’hel. Lañset e oa bet ar rummad-mañ e 2020 gant Rannvro Breizh asambles gant he c’hevelerien war dachenn terkerezh an tiriad (sellet ouzh ar pennad sterniet e traoñ ar bajenn). Ur programm emgavioù eo evit kendivizout, kemer skouer an eil re war ar re all, ijinañ doareoù nevez… Lojeiz, reiñ lañs d’ar c’henwerzh, plas an dour hag an natur er c’hêrioù, lakaat ar geodedourien da gemer perzh… : abaoe m’eo bet krouet « An tiriadoù er penn a-raok » e vez pledet gant danvezioù a bep seurt e-keñver daou dem meur hag a zo pouezus er mareoù-mañ :

  • Addegas nerzh e kreiz ar c’hêrioù
  • Kempenn danvez ar font en ur mod espernus

Un emgav evit degas preder ha neveziñ

EEn ur ober tri bloaz ez eus gallet plediñ gant an dalc’hoù lies a rank ar strollegezhioù talañ outo evit sevel raktresoù tiriad padus ha boutin. Mont a reont d’ober an neudenn bepred evit an 3e rummad er bloaz-mañ, a zo gouestlet d’an treuzkemm betek fin 2022 : ur meurzhvezh ar miz e vo un daol-grenn (dre videoemvod pe dirak an dud) pe e vo kaset an dud da welet un obererezh bennak war an dachenn, abalamour da sellet a-dostoc’h ouzh un tem resis. Emichañs e kavot, er programm-mañ, peadra da gemer skouer ha d’ober traoù nevez en ho tiriad !

Lakait hoc’h anv evit ar 4 emgav diwezhañ er bloaz-mañ !

Kêrioù hag a zalc’h an taol dirak ar c’houlzadoù tommder – 20/09/2022

Penaos e c’hall an dilennidi lec’hel adkempenn kreiz o c’hêrioù pe o bourkoù evit disteraat efedoù tommadur an hin a vez skoet ganto an takadoù kêriekaet koulz er c’hêrioù bihan hag er c’hêrioù bras ?

Emgav diwar-benn addegas nerzh e kreiz ar c’hêrioù, gant ur weladenn
Lakaat hoc’h anv evit an emgav

Mont ha dont e kêr, mont war-zu ar c’hêrioù – 11/10/2022

Aesaat d’an dud mont betek an aveadurioù, ar servijoù, al lec’hioù labour, al lojeiz, evit lakaat an doareoù monedone liesseurt da juntañ an eil re gant ar re all, d’ar c’hêrioù da vezañ lec’hioù bevañ plijus adarre hag adliammañ kreiz-kêr ouzh an trowardroioù

Ur videoemvod war ar mod da addegas nerzh e kreiz ar c’hêrioù

Penaos ober dirak kiladur al linenn aod ? – 08/11/2022

P’emañ al linenn aod o kilañ en hor rannvro a zo 3 000 km aodoù enni, peseurt strategiezh hag oberoù evit, war ar memes tro, gwareziñ an dud a zo o chom war arvor Breizh, delc’her gant an oberoù ekonomikel ha gwareziñ an endro eno ?

Emgav enlinenn war ar mod espernus da verañ danvez ar font

Ar zar, petra eo, penaos dont a-benn da sevel unan ? – 06/12/2022

Evit lakaat digreskiñ lusk ar beveziñ tachennoù naturel pe labour-douar en ur ober 10 vloaz eo bet rediet an holl diriadoù, gant al lezenn Hin-Harpantiz, aprouet d’an 22 a viz Eost 2020, da dermeniñ un hent da vont war-zu ar ZAR (evit Zero Artifisielaat Rik). Sellet pizh, steuñviñ, ober evit espern muioc’h ar font : gant peseurt binvioù ha boazioù ober evit tizhout ar ZAR ?

Emgav enlinenn war ar mod espernus da verañ danvez ar font

Evit gouzout hiroc’h

  • Darempred [email protected]
    evit en em enskrivañ er savennoù ha gouzout hiroc’h war danvez an emgavioù

Ur rummad emgavioù evit sikour an tiriadoù da gas o zreuzkemm da benn

E Breizh eo ar Stad, ar Rannvro, Diazezadur publik font Breizh ha Bank an tiriadoù a vez o reiñ harp d’ar strollegezhioù evit o obererezhioù da vont war-zu an treuzkemm, war meur a live : kinnig ijinouriezh, skoazell arc’hant pe bodañ an obererien en ur rouedad evit kemer boazioù boutin, abalamour da vont buanoc’h war-zu an treuzkemmoù. Gant « Tiriadoù er penn a-raok » e vez kaset emgavioù en-dro gant ar pevar c’heveler-se evit ar strollegezhioù e Breizh, digor d’an obererien all war dachenn an diorren lec’hel.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ