Aller au contenu

An Tiriadoù er penn a-raok : 3 emgav nevez e 2021

dalc’homp gant ar c’hendivizoù diwar-benn ar mod da zegas lañs adarre e kreiz ar c’hêrioù ha gwareziñ ar font e Breizh. Notennit mat !

Berzh en doa graet hor rummad emgavioù « An Tiriadoù er penn a-raok » e 2020-2021. A-raok reiñ lañs d’ur rummad nevez e 2022 war danvez an treuzkemm e vo kinniget an tri emgav diwezhañ ac’hann da fin 2021 : dalc’homp gant ar c’hendivizoù diwar-benn ar mod da zegas lañs adarre e kreiz ar c’hêrioù ha gwareziñ ar font e Breizh. Notennit mat !

visuel générique des événements "Les territoires innonvent"

A-drugarez deoc’h, p’ho peus kemeret perzh ennañ, ez eus graet berzh gant hor rummad 14 emgav da-geñver « An Tiriadoù er penn a-raok » aozet evit dilennidi·adezed ha teknikour·ien·ezed ar strollegezhioù hag an dud a labour war dachenn an terkerezh e 2020-2021. Gant ar mareoù kejañ-se, d’an dud da zegas o soñjoù hag o skiant-prenet an eil re d’ar re all, e c’haller prederiañ en ur rouedad evit lakaat an treuzkemmoù e servij an terkañ padus e Breizh da vont buanoc’h.

Emgav 1
Gounit legumaj e kreiz-kêr : bec’h d’an agro-bourkoù !
Meurzh 12 a viz Here 2020, enlinenn 9e30 – 12e00

Tamm-ha-tamm e vez krignet an tachennoù labour-douar gant ar c’hêrioù ha bountet e vezont kuit eus kreiz ar bourkoù. Hiziv an deiz ez eus ezhomm da liammañ an dud ouzh an natur ha diwar se e klasker « adstaliañ » ar gounid legumaj tostoc’h outo hag ouzh al lec’hioù m’emaint o vevañ. Dont a ra doareoù labour-douar eus kêr war wel en « agro-bourkoù » evel ma reer anezho, evit pourchas danvez d’ar rouedadoù nes. Penaos adwelet al liamm a zo etre an implij eus an douaroù hag ur mod da vevañ en ur gemer an treuzkemmoù e kont ?

Lakait hoc’h anv enlinenn !

Emgav 2
Renabliñ, kompren ha merañ an takadoù fraost (1/2)
Meurzh 9 a viz Du 2021, enlinenn 9e30 – 12e00

Mont a ra an danvez font war goazhañ, da-heul astenn an tachennoù annez, an enframmoù hag an obererezhioù ekonomikel. Ha ma vefe sellet ar fraostoù (pe e vefent stag ouzh an industriezh, al labour-douar, ar c’hêrioù, ar c’henwerzh, an artizanerezh) evel un digarez da cheñch penn d’ar vazh ? Penaos termeniñ ha renabliñ anezho du-se, adkempenn pe adaozañ anezho (pe get) ha sevel raktresoù evit kempenn an takadoù-se pe adstaliañ an natur warno ?

Emgav 3
Adaozañ ar fraostoù ha reiñ lañs d’un ekonomiezh stabil ha padus enno  (2/2) Meurzh 7 a viz Kerzu, enlinenn 9e30 – 12e00

Luziet eo an takadoù-se, rak-se e c’hall bezañ diaes d’ur gumun hec’h-unan ober war-dro adkempenn ur fraost : ret eo prederiañ war gement tra a vez e kont, dreist-holl evit kempouezañ ar pezh a sell ouzh an arc’hant. Peseurt ostilhoù, peseurt sikourioù arc’hant pe teknikel evit kas un hevelep labour da benn, ha penaos diarbenn an dispignoù evit disaotrañ, difreuzañ, divontañ ? Delc’her kont eus ar font, an ekonomiezh hag an endro : un emgav da glokaat an hini a zo a-us war al labour evit nevesaat ar c’hêrioù.

Evit mont pelloc’h ganti

Ur rummad nevez e 2022

Emeur o prientiñ ar rummad nevez evit 2022 a vo gouestlet d’an treuzkemmoù bepred. Kaoz a vo eus tachennoù nevez evel ar monedone e kreiz-kêr hag e kreiz ar bourkoù, an doare da stummañ ar c’hêrioù evit stankaat ar boblañs enno, prenañ font en a-raok evit merañ ar riskloù, pe pouez an touristerezh evit degas buhez adarre e kreiz-kêr. Nevesaet e vo ar mod da gas an emgavioù en-dro evit kinnig divizoù dre video ha gweladenniñ lec’hioù a-bep-eil, ha reiñ muioc’h a blas c’hoazh d’ar c’hendivizoù gant hag etre ar berzhidi.

Un cycle de rencontres organisé en partenariat par l’Etat, la Région Bretagne, l’Établissement public foncier de Bretagne et la Banque des Territoires.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ