970 milion a euroioù postet evit Breizh
22 Meurzh 2022
4 vunut evit lenn
D’ar Meurzh 15 a viz Meurzh, e Roazhon, e oa bet sinet ar gevrat steuñv Stad-Rannvro (KSSR) 2021-2027 gant Emmanuel Berthier, Prefed evit Rannvro Breizh, ha Loïg Chesnais-Girard, Prezidant Rannvro Breizh, dirak ar C’hentañ ministr, Jean Castex.
-
970 MSetu aze an arc’hant a vo postet e-kerzh 6 vloaz hervez KSSR.
Savet eo bet ar gevrat-mañ diwar ur c’henlabour etre ar Stad hag ar Rannvro hag asambles gant ar strollegezhioù a zo e-barzh Kuzuliadeg tiriadel an obererezh publik (KTOP), ha goulennet ez eus bet gant an dud reiñ o ali. Ganti e lakaer tremen 970 milion a euroioù evit Breizh e-kerzh 6 vloaz evit 5 dalc’h boutin.
Un engouestl a-stroll adnevezet
Gant ar gevrat steuñv Stad-Rannvro nevez lakaet e pleustr e kroger gant un engouestl hag ur striv boutin e-keñver an arc’hant a-berzh ar Stad (48%) hag ar Rannvro (52%) evit ar chanterioù da vezañ kaset da benn da gentañ-penn :
5 dalc’h pennañ evit Breizh
- Ar fed m’eo ur c’hourenez ;
- Kreñvaat an diorren ekonomikel ha sokial ;
- Delc’her gant kempouez an tiriad ;
- An treuzkemmoù ekologel ;
- Delc’her gant an unaniezh sokial.
Perzhioù Breizh liammet ouzh ar mor anavezet ha kadarnaet gant un engouestl kreñv a-berzh ar Stad hag ar Rannvro.
Ur budjed diazez a-ratozh merket er gevrat etre ar Stad hag ar Rannvro, hag a sav da 970 milion a euroioù, evit kreskiñ ar sammadoù arc’hant publik a vo postet evit ar maread-se.
E-touez an traoù d’ober war o zro da gentañ :
- An deskadurezh uhel, an enklask hag an neveziñ a vo kresket kalz ar budjed lakaet evito gant ar Stad hag ar Rannvro (244 milion a euroioù), hag ouzhpenn-se e vo lakaet arc’hant gant an Departamantoù, ar Meurgêrioù hag an Tolpadoù-kêrioù bras, rak-se e savo ar sammad en holl da 400 milion a euroioù.
- Tachenn ar mor hag an arvor : merket eo KSSR Breizh evit 2021-2027 gant ar pouez bras a zo lakaet evit postañ arc’hant war dachenn ar mor hag an arvor. An dachenn-se zo strategel evit diorren Breizh hag ul lodenn eus hec’h identelezh, anavezet eo da vat pa’z eus lakaet ouzhpenn 47 milion enni evit ar wech kentañ. Implijet e vo ar budjed-se evit stummadurioù, kas raktresoù war-raok evit diorren an energiezhioù-mor nevezadus (EMN), modernaat ar porzhioù hag ar bigi e Breizh.
Ul lodenn evit ar fiñvusted
Dalc’het e vo gant al lodenn fiñvusted e KSSR 2015-2020 e-pad daou vloaz c’hoazh (115 milion a euroioù a vo lakaet betek 2023), abalamour da gas an holl oberoù a oa programmet betek penn. E-kerzh ar mare tremen-se e vo gallet ivez prientiñ an amzer-da-zont gant ul lodenn war ar fiñvusted liesvodel ; evit al lodenn-se e vrasjeder e vo ezhomm 1 miliard a euroioù evit ar c’houlzad 2023-2027 (hep kontañ ar pezh a sell ouzh ar porzhioù).
Diwar vremañ ec’h embanner, gant KSSR nevez, eo ret :
- Delc’her da labourat evit aesaat ar monedoneoù e Breizh a-bezh, en ur gemer e kont ar fed m’emañ pell Breizh diouzh ar c’hreizennoù bras ;
- Kreñvaat ar fiñvusted war ar pemdez, diwar aesaat d’an holl ober gant ar monedoneoù padus e pep lec’h e Breizh ;
- Sikour diorren ar fred dre an hentoù-houarn ;
- Modernaat ar rouedad hentoù broadel.
Gwelet ar pezh en deus lavaret Loïg Chesnais-Girard, Prezidant Rannvro Breizh
Ur c’hendivizad evit treuzkas ar yezhoù rannvro
Diorren implij ar yezhoù rannvro er vuhez pemdez ha lakaat niver ar vrezhonegerien yaouank da greskiñ (tremen eus 19 000 skoliad e 2022 da 30 000 e 2027) : sed aze pal ar « c’hendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh (2022-2027) ». Sinet e oa bet ivez d’ar Meurzh 15 a viz Meurzh 2022 e Roazhon gant Emmanuel Berthier, ar prefed-rannvro evit Breizh, hag Emmanuel Ethis, rektor akademiezh Breizh, kañseller ar skolioù-meur, prezidanted ar peder skol-veur e Breizh, Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh, ha ar C’hentañ ministr Jean Castex.
Rannañ :