Aller au contenu

42 abadenn arc’hantaouet evit 13vet Gouel Breizh

Lidet e vo Gouel Breizh evit an 13vet gwech etre ar 14 hag ar 24 a viz Mae 2021. Da-heul ar galv da raktresoù embannet e miz Gwengolo e vo roet ur sikour spesial da 42 abadenn gant ar Rannvro.

Jean-Louis Aubert

Aet e oa unan-ha-tri-ugent a aozadurioù war ar renk da-heul ar galv da raktresoù a oa bet embannet en diskar-amzer evit an holl re a felle dezho kinnig un abadenn da-geñver Gouel Breizh 2021. E-touez an abadennoù a zo bet dibabet ez eus 38 hag a oa war ar renk evit ar galv da raktresoù e Breizh ha 4 evit ar galv da raktresoù Frañs. War-dro 180 000 € a sikourioù digant ar Rannvro a vo rannet etre an 42 loread. Lennit amañ peseurt abadennoù a zo bet dibabet !

Pevar merk diazez evit kemer perzh er gouel !

Dibabet eo bet an abadennoù hervez merkoù a galite : un abadenn savet a-ratozh evit Gouel Breizh, pouez an dud a-youl vat, ul lodenn arzel a bouez, plas yezhoù Breizh, dudioù evit ar re yaouank pe ar pezh a sell ouzh an endro. Dreist-holl e oa ret delc’her kont eus un toullad merkoù diazez hag a ya d’ober identelezh Gouel Breizh :

  • Spered ar fest hag ar vignoniezh
  • Lakaat war wel ha deskiñ d’ar rummadoù nevez (startijenn ar c’hevredigezhioù) perzhioù dibar Breizh dre he glad danvezel ha dizanvezel
  • « Ober holl asambles », traoù digor d’an holl dud ha gant perzh an holl dud, adalek ar mare prientiñ betek deiz ar gouel
  • Evit an abadennoù aozet e Breizh, liammoù kreñv gant ar c’hornad ma vez graet

Ar raktresoù kenaozet gant aozadurioù hag a labour war dachennoù disheñvel a c’halle ivez kaout ur skoazell ouzhpenn.

Kit e-barzh programm 2021 !

Emaoc’h e soñj, c’hwi ivez, da aozañ un abadenn hag a glot gant spered Gouel Breizh ? N’eo ket digoulzet c’hoazh evit bezañ lakaet e programm 2021 ha bezañ sikouret gant ar skoazell kehentiñ a-berzh ar Rannvro. Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred dre ar chomlec’h : [email protected] pe gant La Mutinerie (darempred : Claudie Poirier, [email protected])

Ur skoazell kehentiñ

An holl abadennoù evit Gouel Breizh 2021, koulz ar re o deus bet ur sikour arc’hant digant ar Rannvro hag ar re a zeuy da glokaat ar programm, a c’hall bezañ lakaet er c’houlzad brudañ ha kaout ur skoazell kehentiñ kinniget gant ar Rannvro evit kement abadenn a zo : war wel er programm, lec’hienn Internet a-ratozh, bruderezh war ar rouedadoù sokial…

Ezhomm ho peus da c’houzout hiroc’h war disoc’h ar galv da raktresoù ? Kit e darempred gant Aurore Leduc : [email protected]

Roll al loreidi !

  • A l’assaut des rues – Auray fait son cirque – an Alre
  • Amicale Bretagne Réunion – Fèt Breizh 2021 – Enez ar Reünion
  • Amikal laik Bulad – Baleadenn Lipous – Bulad-Pestivien
  • Ar Soudarded – Distro Bran – Kerlouan
  • Kevredigezh ADDES – Producteurs de Boneur – Boneur
  • Artemisia – Fest-noz modern ha kengret – Gazilieg
  • Kevredigezh Assomniak – Festival Le Lac 2 – Lenn an Dreneg, Kommanna
  • Kevredigezh C.R.E.P.P.N – Maison des minéraux – Festival Kreiz an douar, bloavezh 4,5 – Gourenez Kraozon
  • Kevredigezh Festival Anna Vreizh – Festival Anna Vreizh – Sulieg
  • Kevredigezh Inizi –Troiad an inizi – Glenan, Groe, ar Gerveur, Enizenac’h, an Arzh, Houad
  • Kevredigezh Le Guibra –24 eurvezh kanañ – Sant-Suleg-ar-C’hoad
  • Kevredigezh Onion Jack – Onion Jack Tour #4 – Rosko
  • Kevredigezh Randorade – Randorade 2021 – Konk-Leon Plougonvelen
  • Kevredigezh Rhizomes – Breizh, douar ar c’hejadennoù – Douarnenez
  • Astropolis Organisation – Gouel Breizh 2021 e Kreñv Penfell – Gwiler-Leon
  • Poellgor gevelliñ Saint-Martory – Fest’Yves 21 – Saint-Martory
  • Poellgor gwinioù Breizh – 9vet Taoliad vras Breizh – Naoned
  • Poellgor ar festival Nevez-amzer ar sonerien e Lannuon – Festival Nevez-amzer ar sonerien e Lannuon – Lannuon
  • Poellgor lec’hel an oberoù son, blizelour ha denelour – CLASSHH – Naoned Breizh Festival – Naoned
  • Dol Bro an Intrudu – Fest e Dol – Dol
  • Effet mer – Festival “Si la mer monte” – Enez-Tudi
  • Emglev Bro an Oriant – Forom sevenadur Breizh – an Oriant
  • Fest’Yves Breizh-Uhel – Fest’Yves 2021 – Sen
  • Kerne Leon Treger – Bro Montroulez
  • Kreizenn Sevenadurel Vrezhon – Ti ar Vro Gwengamp – Degouezh ar Redadeg – Gwengamp
  • La Duke de Bretagne – La Fête de la Duke – Pleuvihan, Plougouskant, Landreger
  • Bretoned an Havr-Nevez – Gouel Sant-Erwan 2021 en Havr-Nevez – an Havr-Nevez
  • Ti-kêr Argantred-ar-Genkiz – Argantred-ar-Genkiz a lid Gouel Breizh – Argantred-ar-Genkiz
  • Ti-kêr Baen-Veur – Gouel Breizh – Baen-Veur
  • Ti-kêr Bruz –Gouel Breizh – Bruz
  • Ti-kêr Lanvealgon – Fest ar Viell – Lanvealgon
  • Ti-kêr Pont-’n-Abad – Gouel Breizh 2021 – Pont-’n-Abad
  • Ti-kêr Gwened – Gouel Breizh 2021 e Gwened – Gwened
  • Ti-kêr Gwern-ar-Sec’h – Gouel Breizh Gwern-ar-Sec’h – Gwern-ar-Sec’h
  • Ti ar yaouankiz hag ar sevenadur e Lambal – Kafe ar Yezhoù – Lambal
  • Ti ar Vretoned – Gouel Breizh Pariz 14vet – Pariz
  • Muzik an Arvorig – Gouel Breizh – Pont-ar-Veuzenn-Kimerc’h
  • Raok – Brezhoneg e Kreiz-Breizh – Gouel loc’hañ Redadeg 2021 – Karaez-Plouger
  • Skeudenn Bro Roazhon – Gouel Breizh – Roazhon Meurgêr
  • Ti ar Vro Landerne Daoulaz – Accordéons-nous – Kumuniezh-kumunioù bro Landerne-Daoulaz
  • Ti ar Vro Leon – Gouel Breizh Lesneven – Lesneven
  • Vivre la Rue – Brest La Fest’Yves 2021 – Brest

Reolennoù yec’hed

N’eo ket gwall sklaer an traoù er mareoù-mañ c’hoazh, da c’hortoz gouzout hiroc’h war stad an traoù a-fet yec’hed a-benn miz Mae hag ar reolennoù a vo lakaet gant ar galloudoù publik hon eus fiziañs da vat bepred e vo dalc’het Gouel Breizh eus ar 14 d’ar 24 a viz Mae.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ