An degemer hag an treuzdougen meret gant ar Rannvro

Crédit photo : Lycée Simone Veil – Région Bretagne – Sembreizh – Architecte mandataire : Chomette-Lupi et Associés-Architectes – Architecte associé : Atelier Loyer

Un oberenn savouriezh c’houzañvat ar muiañ ma c’haller

Choazet eo bet ar raktres kinniget gant ar c’habined Chomette-Lupi, kevelet gant Atelier Loyer. Gant mestr dileuriet an oberiadur, SemBreizh, eo bet kenurzhiet ha renet al labourioù gant sikour ar Rannvro.

Savet eo al lise nevez diouzh spered an diorren padus da vat. Rankout a reer doujañ da redioù strizh lakaet gant ar Rannvro e-keñver yec’hed an implijerien (kalite an aer, an dour, an danvezioù implijet…), an energiezh bevezet ha produet, merañ al lastez…

Raktres arkitektouriezh lise Liverieg – ur weladenn niverel

Ar preti

Diazezet e vo an endro gwellañ d’al liseidi, evit a sell ouzh bevañ ha deskiñ, gant skipailhoù al lise Simone Veil. En o mesk e vo karget 32 a wazour·ien·ezed rannvroel da lakaat al lise hag an ostilhoù a zo ennañ da vont en-dro evel zo dleet. E-giz-se e vo kont evit ar servij pretierezh, ma vez ar Rannvro war evezh abalamour da servijout predoù a galite bemdez : kenlabourat a ra a-dost gant ar bourchaserien eus Breizh evit reiñ lañs da rouedadoù nes. Gant ar « Garta kalite a-fet pretierezh » e ra ivez evit deskiñ an doareoù mat da zebriñ ha stourm enep an dismantr boued.

Er c’hantin emservij e vo tost da 700 plas. Servijet e vo predoù eno hep ehan d’al Lun, d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener da boent kreisteiz. Priz ar predoù a vo treziadoù pevar devezh.

An treuzdougen

Evel ma kustum ober ar Rannvro pa vez digoret ul lise nevez, emañ er mareoù-mañ o sevel raktres an hentadoù treuzdougen war-zu al lise Simone Veil. Adalek miz Mae 2020 e c’hallo ar familhoù en em enskrivañ dre al lec’hienn www.breizhgo.bzh. An eurioù hag al lec’hioù arsav a c’hallo cheñch e-kerzh an hañv, diouzh an enskrivadurioù ha goulennoù ar familhoù. E fin miz Eost e vint embannet ent ofisiel.

Evit gouzout hiroc’h war an treuzdougen d’ar skolioù e Breizh www.breizhgo.bzh