Ar wienn, ur chañs evit Breizh

Crédit photo : Eugénie Ragot – Le télétravail

Petra eo ar wienn ?

Ken tanav hag ur vlevenn eo ar gwiennoù optikel, ganto e c’haller kevreañ buan-tre ha pellgargañ traoù kerkent, pe dost. Efedusoc’h eo ar rouedad ha gallout a reer kevreañ ouzh meur a dra war ar memes tro : skinwel dre Internet, c’hoarioù video enlinenn, kevreañ ouzh ar rouedad…

Aesoc’h a-se e vez pellabourat, ober an deverioù-skol er gêr ha kaout darempredoù gant an dud kar-nes, ha hep troc’h ebet.

Famille entrain d'utiliser ses ordinateurs portables
Crédit photo : Eugénie Ragot – Usages de la fibre en Bretagne.

100% eus Breizh kevreet dre ar gwiennoù a-benn 2026

Motion design – La fibre pour tous en Bretagne

Ar wienn a ro lañs d’an embregerezhioù

La fibre pour tous en Bretagne – Témoignage de l’entreprise Bébé au naturel

Obererien ar raktres

Lusket eo ar raktres gant Rannvro Breizh, ar pevar Departamant hag an etrekumunelezhioù eus Breizh. Fiziet eo bet mestroniezh an oberiadur er sindikad kemmesk Mégalis Breizh gant ar strollegzhioù-se a zo bodet ennañ.