Petra eo ar wienn ?
Ken tanav hag ur vlevenn eo ar gwiennoù optikel, ganto e c’haller kevreañ buan-tre ha pellgargañ traoù kerkent, pe dost. Efedusoc’h eo ar rouedad ha gallout a reer kevreañ ouzh meur a dra war ar memes tro : skinwel dre Internet, c’hoarioù video enlinenn, kevreañ ouzh ar rouedad…
Aesoc’h a-se e vez pellabourat, ober an deverioù-skol er gêr ha kaout darempredoù gant an dud kar-nes, ha hep troc’h ebet.
100% eus Breizh kevreet dre ar gwiennoù a-benn 2026
Ar wienn a ro lañs d’an embregerezhioù
Obererien ar raktres
Lusket eo ar raktres gant Rannvro Breizh, ar pevar Departamant hag an etrekumunelezhioù eus Breizh. Fiziet eo bet mestroniezh an oberiadur er sindikad kemmesk Mégalis Breizh gant ar strollegzhioù-se a zo bodet ennañ.