An Teknologiezhioù

Crédit photo : EA1_Main Harbour_Sail Away

Hiziv e tiorroer peder zeknologiezh e Breizh.

Mordredan : gant an energiezh-se e vez implijet an diforc’hioù live etre an uhelvor hag an izelvor. Ar greizenn vordredan vras kentañ eo bet mordredanva ar Renk, e-kichen Sant-Maloù, digoret e 1966, hag e-pad pell amzer eo bet an hini greñvañ er bed.

Rodoù-dour : evit produiñ an energiezh-se ez eus ezhomm da lakaat un droellrod dindan vor. Heñvel eo ar rodoù-dour-se ouzh rodoù-avel dindan vor : ar redoù-mor a laka palioù ur viñs-tro da dreiñ hag an energiezh vekanikel zo troet e tredan.

Houldredan : an energiezh houldredan eo energiezh vekanikel ar gwagennoù hag an houl stummet gant an avel o c’hwezhañ war ar mor.

Rodoù-avel : ar rodoù-avel zo stignadoù hag a laka energiezh an avel da dreiñ en energiezh tredanel, dre un droellrod.
Daou seurt rodoù-avel zo war vor :

  • Rodoù-avel lakaet e strad ar mor : betek 50 m dindan gorre ar mor
  • Rodoù-avel war-neuñv war-c’horre an dour ha staget ouzh strad ar mor gant ur fun, etre 50 ha 200 m donder.