Dizarbenn al lastez zo deuet da vezañ un dalc’h eus ar pep pouezusañ hiziv an deiz. Rouesoc’h-rouez e teu an danvezioù naturel da vezañ, produet e vez muioc’h-mui a lastez ha koustañ a ra ker merañ ha tretañ anezho.Rak-se e rank an holl kompren an afer hag ober o lod evit lakaat digreskiñ ar c’hementad a lastez ha, diwar-se, lakaat digreskiñ o efed war an endro hag an ekonomiezh.
Ur steuñv rannvroel evit broudañ hag ober
Abaoe miz Eost 2015, gant al lezenn Notre, eo ar Rannvroioù a zo karget da verañ ha da zizarbenn al lastez, hag o c’hefridi eo sevel ur Steuñv rannvroel evit dizarbenn ha merañ al lastez (SRDML), ennañ ur brastres rannvroel evit an ekonomiezh-kelc’h, da skouer. Savet eo pep SRDML evit lakaat ar reolennoù europat ha broadel a sell ouzh dizarbenn ha merañ al lastez, da dalvezout en ur rannvro.
Graet eo ar steuñv evit lakaat produiñ nebeutoc’h a lastez, gwellaat an doare da ziveskañ ha da adimplijout al lastez produet, abalamour da dizhout ar palioù « zero lastezenn endouaret » a-benn 2030 ha « zero lastezenn » a-benn 2040, hervez 24vet pal BreizhCOP votet gant Rannvro Breizh e miz Kerzu 2018.
Votet e oa bet an SRDML gant ar Rannvro da-geñver ar bodad-pad d’an 23 a viz Meurzh 2020. Diazezet eo war 18 pal hag a zalc’h kont eus ar mod m’emañ an traoù e Breizh.
Gwelet ar Steuñv rannvroel evit dizarbenn ha merañ al lastez :
1 – SRDML Breizh – RANN 1 – STAD AN TRAOÙ HA PALIOÙ.pdf
2 – SRDML Breizh – RANN 2 – STEUÑV OBEROÙ.pdf
3 – SRDML – Disklêriadur (hervez CE L102-10).pdf
4 – SRDML – Divizadegoù ar C’huzul-rannvro.pdf
5 – SRDML – Un diverradenn anteknikel eus an danevell war an endro.pdf
6 – SRDML – Danevell war an endro.pdf
7 – SRDML – Kartennoù stad an traoù.zip
Arsellet al lastez : ur gefridi a bouez evit ar steuñvidigezh
E Breizh eo frammet an doare da arsellet al lastez abaoe 2003. Diwar vremañ eo gant Arsellva an endro e Breizh (AEB) e vez kaset ar gefridi-se da benn. Pal an arsellva eo aesaat skignañ an titouroù liammet ouzh produiñ ha merañ al lastez, ha sachañ evezh an dud war ar pezh a sell ouzh an endro. Ur gwir venveg eo evit sikour kemer divizoù, dreist-holl gant an titouroù hag ar studiadennoù a vez embannet gantañ diwar-benn al lastez e Breizh. Ur c’heveler talvoudus-kenañ eo evit ar Rannvro da-geñver he c’hefridioù dizarbenn ha steuñviñ.
Skoazellet e vez an AEB gant ur rouedad kevelerien (strollegezhioù, skolioù-meur – kreizennoù enklask, aozadurioù publik Stad, ensavadurioù micherel kevreadel – kambroù koñsulel, kevredigezhioù) abalamour da broduiñ titouroù dave.
Gwelet lec’hienn Arsellva an endro e Breizh