Aller au contenu

Treuzkemm : ar font Breizh Rebond a sikouro an embregerezhioù da dremen dreist ar skoilhoù

Sikour an embregerezhioù evit o zreuzkemm war-zu ur patrom ekonomikel efedusoc’h ha padusoc’h war ar memes tro, abalamour da adtapout lañs daoust d’an enkadenn : sed aze pal ar font nevez Breizh Rebond bet lusket e Breizh er sizhun-mañ evit an embregerezhioù breizhat.

Visuel aide Breizh Rebond

  • 50 M€
    Setu sammad ar font Breizh Rebond en holl
  • 1 M€
    Setu ar skoazell a c’hallo mont gant pep embregerezh.


En hoc’h embregerezh ez eus etre 50 ha 500 a c’hopridi, ouzhpenn 5 M€ a gengreadur, ha fellout a ra deoc’h treuzfurmiñ anezhi da adtapout lañs daoust d’an enkadenn ? Neuze e c’hall ar stignad Breizh Rebond talvezout evidoc’h ! Savet eo bet evit sikour an embregerezhioù o deus ezhomm da bostañ arc’hant evit en em dreuzfurmiñ, rak-se e skoazello Breizh Rebond an oberoù a sell ouzh treuzfurmiñ niverel, postañ er produiñ, lakaat embregerezhioù da dostaat an eil ouzh eben, etrebroadelaat, treuzkemm evit an endro pe adstummañ o c’hredadoù… Lakaet ez eus 50 M€ (20 M€ anezho degaset gant ar Rannvro) er font nevez-mañ a c’hallo postañ etre 1 ha 6 M€ evit pep embregerezh, e stumm endalc’hennoù pe fontoù piaouel. Emañ e-barzh ar steudad stignadoù a fell d’ar Rannvro kinnig ha kreñvaat abaoe an nevez-amzer 2020 evit sikour an embregerezhioù, abalamour d’an enkadenn emaomp enni da vezañ an digarez da vont buanoc’h gant an treuzkemmoù a ranker kregiñ pe delc’her ganto.


Le site pour en savoir plus sur Breizh Rebond

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ