Aller au contenu

Pont Sant-Maloù adsavet a-nevez

Anavezet mat eo pont Sant-Maloù gant Malaouidi. E-kreiz an dremeniri e kêr ha war ar porzh emañ, koulz evit ar gweturioù, an dud war droad hag ar bigi, hag ober a ra al liamm etre ar gêr gloz hag ar peurrest eus Sant-Maloù dre an antre bennañ. Goude bezañ bet implijet e-pad 70 vloaz e laosko e blas prestik gant ur pont-tro nevez !

  • 44m
    hirder ha 12,28 m ledander : sed aze ment ar pont nevez.
  • 1 600
    gwech e vez digoret ar pont bep bloaz well-wazh.
  • 10mn
    e vo dav gortoz pa dremeno ur vag.

E 1950, pa oa bet adsavet kêr Sant-Maloù goude ar brezel, e oa bet savet ar pont d’ober al liamm etre ar gêr gloz hag ar peurrest eus kêr. Emeur o vont da staliañ ur pont-tro nevez-flamm en e blas.

Da-heul meur a ziagnostik ez eus deuet war wel e oa ret cheñch ar framm houarn erru dirapar ha krignet e oa an diazezoù dindan vor. Ar pal eo ivez respont d’an dalc’hoù a vremañ : broudañ d’ober muioc’h-mui gant doareoù mont-ha-dont dous hag aesaat an traoù d’an holl dud, dreist-holl an dud dalc’het en o c’herzhed.

Gant ar pont a vo savet, 44,5 m hirder ha 12,8 m ledander dezhañ, e vo riblennoù 2,9 m ledander dezho, teir gwech ledanoc’h eget ar pezh a oa betek-henn ! Adimplijet e vo danvezioù eus ar pont kozh evit ar pont-tro nevez, a zlefe bezañ digor d’ar c’hirri-tan, d’ar beloioù ha d’ar gerzherien adalek miz Mezheven 2021.

Staliañ ar pont : ul labour estlammus !

En em gavet e oa leur-bont ar pont-tro nevez eus Rotterdam war vor. Staliet e oa bet en ur ober c’hwec’h eur, ar pezh a oa ul labour teknikel ha resis-kenañ. Dleout a ray padout 100 vloaz. Sellit ouzh ar skeudennoù tapet pa oad o staliañ anezhañ (miz Ebrel 2021).

Skeudennoù eus al labourioù

Un fonctionnement innovant pour le nouveau pont de Saint-Malo

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ