Ouest Go : ar savenn genweturañ a ra deoc’h espern betek 2 000 € bep bloaz

Nevez-krog oc’h gant ar c’henweturañ pe gouzout a rit dija penaos ez a en-dro hag e vezit o klask ar c’hinnigoù gwellañ bepred ? Daoust hag anavezout a rit ar savenn Ouest Go ? Ur rouedad kenweturañ eo ma c’haller kavout tud evit ober beajoù reoliek asambles (ha beajoù ur wech dre vare ivez). Hag espern a reer arc’hant ouzhpenn-se !

Un homme et une femme covoiturent
Adobe Stock

Krouet e oa bet ar rouedad kenweturañ kengred OuestGo.fr e 2018 gant strollegezhioù e Breizh hag e Broioù-al-Liger abalamour da reiñ lañs d’ar c’henweturañ pemdez (liammet gant politikerezhioù kenemprañ, kenskoazell ha treuzdougen er c’hornioù-bro er C’hornôg Bras).

Ur rouedad kenweturañ kengred er C’hornôg Bras

Krog oc’h c’hwi ivez da genweturañ pe kenweturañ a rit pell zo dija hag e vezit o klask al lec’hiennoù hag an arloadoù gwellañ bepred ? Ar savenn OuestGo zo bet savet evel ur rouedad kenweturañ ma c’hall an dud krouiñ o c’humuniezh dezho. Gallout a rit en em enskrivañ goude un nebeud klikoù ha mont da ezel e kumuniezh hoc’h embregerezh pe ho korn-bro, ma vez anezhi :

  • Digor eo d’an holl (ar vinored a rank kaout aotre o zud avat). 
  • Aesaat a ra ar c’henweturañ kengred, da lavaret eo ez eo digoust penn-da-benn (n’eus tamm dellezad na tamm digoll ebet evit ar bleiner), dreist-holl evit an dud dibourvez ha n’o dez karr ebet peurliesañ, evel ar glaskerien labour
  • Ha pa’z eo bet graet da gentañ evit ar beajoù ti-labour, e c’hall bezañ implijet evit abegoù all ivez. Da skouer e c’haller krouiñ ur gumuniezh evit un degouezh abalamour da aozañ ar c’henweturañ evit mont da sonadegoù, festivalioù, abadennoù sport…

Ouzhpenn 40 000 mil den zo enskrivet er savenn hiziv an deiz. Deoc’h da c’hoari bremañ !

Partager :