Gouel Breizh 2025 : 10 devezh evit reiñ ton da sevenadur Breizh !
20 May 2025
2 minutes de lecture
Eus ar 16 d’ar 25 a viz Mae e vo dalc’het Gouel Breizh evit ar 17vet gwech ha birvilh a vo e pep lec’h e Breizh… ha pelloc’h c’hoazh ! Tost da 120 abadenn zo bet programmet evit reiñ da welet pegen liesseurt eo sevenadur Breizh : sonadegoù, festoù-noz, arvestoù, troioù-bale, c’hoarioù hengounel…

Gouel Breizh, a oa bet lañset e 2009 gant ar Rannvro, zo feal bepred d’ar mennozhioù pennañ a oa da neuze : lakaat al liesseurted sevenadurel ha yezhel war-wel, treuzkas ar glad, reiñ o flas d’an holl, kas ar c’hevatalder merc’hed-paotred war-raok ha kregiñ gant an treuzkemmoù. E-barzh an holl raktresoù bet dibabet ec’h adkaver an talvoudoù-se, ar pezh a zegas brud war anv Breizh evel ur vro birvilh hag ijin enni.
Delc’her gant ar memes budjed evit aozañ ur gouel renevezet
Daoust m’eo diaes an traoù evit a sell ouzh an arc’hant er mareoù-mañ he deus divizet ar Rannvro delc’her da lakaat 250 000 € ennañ, kement ha diskouez splann e sikour ar sevenadur. E fin ar gont : ul lusk nevez gant 50 % a zougerien raktresoù nevez ar bloaz-mañ, ouzhpenn ar re a veze dre gustum dija evel Astropolis pe Ar Gwazi Gouez.
E-touez ar re nevez : Inizi, gant arvestoù red war inizi Houad hag Edig, Langedig hag ar fest-noz kevatalek, hag ar Méharées e Brasparzh a vesk an arzoù hag ar vevliesseurted.
Ur gouel hag a ya en tu all d’an harzoù
Gouel Breizh a vez aozet en tu all d’an harzoù ivez : abadennoù a vo e Pariz, er Reünion hag ivez e New York, Kebek, Shanghai, Bratislava hag Aberystwyth e Kembre. Nav abadenn en estrenvro a vez sikouret gant ar Rannvro dre ar programm Bretoned ar Bed.
Festoù-noz, sonadegoù, prezegennoù, atalieroù keginañ pe dañsoù hengounel : e pep lec’h er bed e vo arzourien vreton, asambles gant o c’hevelerien lec’hel, o lakaat sevenadur Breizh da vevañ.
👉 Ar programm a-bezh : fetedelabretagne.bzh
Evit aozañ an abadennoù e vez ezhomm sikour digant ur bern tud a-youl-vat er vro a-bezh. Evit gouzout hiroc’h war buhez ar c’hevredigezhioù hag al labour a-youl-vat e Breizh 👉 http://bretagne.bzh/benevolat

Partager :