Evit ar wech kentañ e Frañs : e burevioù-post zo e vioc’h sikouret da zibab ho pilhed BreizhGo.
20 May 2025
55 secondes de lecture
Lañset e vo un taol-arnod, gant Rannvro Breizh asambles gant ar stroll Ar Post, evit sikour an implijerien pa rankont prenañ teulioù treuzdougen BreizhGo evit an trenioù hag ar c’hirri-boutin, e meur a vurev-post e Breizh. Abaoe al Lun 7 a viz Ebrel eur krog gant an ober-se ha n’en deus ket e bar e Frañs evit klask skoulmañ liammoù startoc’h etre ar servijoù publik hag an dud abalamour da aesaat dezho beajiñ.


Un taol-arnod e-kreiz chanter an enlakaat niverel hag ar fiñvusted
Un nebeud devezhioù zo e c’hall an dud e Kastellin, Gwened-Menemeur, Kintin ha Planfili – ha tud Ploermael goude-se da vare an adkrog – mont d’an ti-post en o c’humun evit prenañ teulioù treuzdougen ar rouedad BreizhGo.
10 miz e pado an taol-arnod-se hag a zo diazezet war :
- Ur c’horn niverel, staliet e pep burev evit mirout enlinenn ha moullañ ar bilhedoù en un doare aes ;
- Implijidi eus Ar Post karget d’ober war-dro ar pratikoù, da skoazellañ an implijerien a-hiniennoù en o difraeoù, da reiñ titouroù dezho war an hentoù hag ar prizioù e talvoud.
Evit aozañ seder ho peajoù e c’hallit mont d’an tiez-post meneget izeloc’h !
Ti-post Kastellin
17, kae Jean Moulin – 29150 Kastellin
Eus al Lun d’ar Gwener : 09:00-12:30 / 2:00-6:00
D’ar Sadorn : 09:00-12:30
Ti-post Kintin
3, plasenn 1830 – 22800 Kintin
Eus al Lun d’ar Gwener : 09:00-12:30 / 2:00-6:00
D’ar Sadorn : 09:00-12:30
Ti-post Planfili
Straed Normandi – 35610 Planfili
Eus ar Meurzh d’ar Gwener : 09:00-12:00 / 2:00-4:30
D’ar Sadorn : 09:00-12:00
Gwened-Menemeur
7, plasenn Henri Auffret – 56000 Gwened
Eus ar Meurzh d’ar Gwener : 09:00-12:00 / 2:00-5:30.
D’ar Sadorn : 09:00-12:00
Ti-post Ploermael (adalek miz Here 2025)
Plasenn Senechal Perret – 56800 Ploermael
Eus al Lun d’ar Gwener : 09:00-12:30 /
1:30-6:00. D’ar Yaou : 09:15-12:30 / 1:30-6:00.
D’ar Sadorn : 09:00-12:30
Partager :