Devezhioù europat ar Glad e 2025 : Breizh war an ton bras d’an 20 hag 21 a viz Gwengolo

En trede dibenn-sizhun eus miz Gwengolo e vo lusket Breizh gant Devezhioù europat ar Glad. D’an 20 hag 21 a viz Gwengolo e vo digoret kantadoù a lec’hioù sevenadurel, istorel ha naturel, en ur mod dreistordinal evit reoù zo, abalamour da lakaat ar re vihan koulz hag ar re vras d’(ad)ober anaoudegezh gant pinvidigezh ar glad e Breizh.

Visite lors des Journées du patrimoine.
Région Bretagne

Ar glad bev ha glad ar sport eo a vo lakaet war-wel e Frañs e-kerzh an 42vet Devezhioù ar glad. E Breizh e vo roet lañs d’an arnodiñ ha d’ar perzhiañ gant atalieroù liesseurt : sevel batisoù gant pri kriz, krouiñ gwiadoù, luc’hskeudennaoua ha gweladennoù heñchet digustum zoken. Kement-se abalamour da lakaat an dud o-unan da vrudañ ar glad, dezho da skoulmañ liammoù disheñvel gantañ ha neket chom da arvestiñ hepken.

Diwar-benn kement maen ha kement lec’h a zo e Breizh, en argoad koulz hag en arvor, e c’haller klevet istorioù ha kentelioù hag a fell deomp lezel d’ar remziadoù da zont.

Loïg Chesnais-Girard

Ar mammc’hlad a vo lakaet war-wel ivez gant selloù a-dost diwar-benn maouezed bras en istor al lec’h-mañ-lec’h. Da skouer e c’hallo an dud mont da Gloar-Karnoed d’ober anaoudegezh gant istor Marie Herri hag hec’h ostaleri er Pouldu, ul lec’h kejañ brudet m’en em gave an arzourien e fin an XIXvet kantved.

Ober anaoudegezh gant an 50 « dibab gwellañ » gant Rannvro Breizh !

Bep bloaz e vez kinniget un dibab 50 abadenn digoust gant Rannvro Breizh. Gant an dibab-se e roer da welet al lec’hioù m’emañ an darempredoù etre an dud e-kreiz ar jeu, ma c’hall ar weladennerien komz gant tud entanet. E-touez an abadennoù a vo lakaet war-wel er programm ar bloaz-mañ emañ :

  • diellaoueg an ospital e Montroulez, na vez ket digor d’an dud da gustum,
  • ar strollad kanolioù e Bed ar Garreg Hir e Kraozon, ul lec’h milourel strategel,
  • Ti an 13 Loar e Landerne, ul lec’h kevrinus, ha lec’hioù all e-leizh c’hoazh…

Roll an 50 dibab !

Mont pelloc’h gant « Kaozeomp eus ar glad »

20 emgav ouzhpenn a vo kinniget betek ar 17 a viz Here da-geñver ar c’helc’hiad « Kaozeomp eus ar glad », gant prezegennoù, baleadennoù displeget hag atalieroù perzhiañ. Ar pal eo digeriñ selloù an dud ha komz diwar-benn ar glad hag an dalc’hoù liammet outañ, evit a sell ouzh miret anezhañ hag e blas e buhez pemdez ar Bretonezed hag ar Vretoned.

Ur bloaz merket gant an UNESCO

Disheñvel eo an Devezhioù er bloaz-mañ abalamour m’eo bet enskrivet Meurvein Karnag ha meurvein aodoù ar Mor-Bihan war roll glad ar bed gant an UNESCO. An anaoudegezh etrebroadel-se a ro enor d’un hêrezh hollvedel hag a zo un test eus ar binvidigezh sevenadurel hag istorel e Breizh. Evit lidañ an degouezh-se e vo aozet meur a abadenn a-ratozh, evel « Gouel ar Meurvein » e Karnag.

Partager :