D-100 evit Loc’hañ Tro Frañs ar Merc’hed : Breizh war an ton bras dija
13 May 2025
10 minutes de lecture
A-benn 100 devezh emañ Loc’hadeg Vras Tro Frañs ar Merc’hed gant Zwift e Breizh, setu m’eo bet lañset ar gont war gil e Gwened, Kemper ha Brest gant ar rederezed, an dilennidi ha dileuridi ar gevezadeg.

Tamm-ha-tamm e tostaer ouzh an emgav bet kemeret tost bloaz zo : a-benn 100 devezh emañ Loc’hadeg Vras Tro Frañs ar Merc’hed gant Zwift e Breizh. Hiraet eo bet ar gevezadeg, peogwir ez a eus eizh tennad da nav, hag an arvesterien eus Breizh hag eus ar bed a-bezh a dremeno un dibenn-sizhun plijus o kalonekaat steredenned an druilhad rederezed hag o vroudañ anezho betek ar pennoù uhelañ. D’ar Sadorn 26 a viz Gouere e vo d’ar puncherezed da gregiñ e-barzh etre Gwened ha Pluveleg, a-raok un eil tennad sonn, eus Brest da Gemper. An druilhad a loc’ho eus Gazilieg d’al Lun 28 a viz Gouere evit mont kuit eus Breizh war-zu ar reter, trema Anjev.
A-benn tri miz emañ an abadenn ha setu ma’z a ar birvilh war greskiñ. Santet e oa bet en holl abadennoù aozet d’ar Yaou 17 a viz Ebrel, e Gwened, e Brest, hag e Kemper ivez, evit splujañ en aergelc’h al Loc’hadeg Vras e Breizh e 2025. Lañset e oa bet an devezh e ti-kêr Gwened, kinklet ma oa gant ur Roched velen divent, gant Marion Rousse, renerez Tro Frañs ar Merc’hed gant Zwift, Franck Perque, rener ar redadeg, asambles gant Maurène Tregoed, ur gampionadez eus ar vro, ha gant an dilennidi eus ar c’hornioù-bro ma tremeno an Dro.
Eno e oa Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh, David Lappartient, prezidant Kuzul-departamant ar Mor-Bihan ha David Robo, maer Gwened, a oa bet asambles goude-se war ar porzh, lec’h ma vo lañset an tennad kentañ. Dizoloet e oa bet un totem eno. Aroueziañ a ra ar gont war-gil betek ar Sadorn 26 a viz Gouere pa loc’ho ar redadeg war-zu Pluveleg, lec’h ma oa bet degemeret Loc’hadeg Vras Tro Frañs e 1985.
War-lerc’h e tremene an traoù e Kemper, lec’h m’en em gavo an eil tennad. Kinniget e oa bet an tennad eus Tro Frañs ar Merc’hed a dremeno e Penn-ar-Bed, ha goude-se e oa bet graet un droiad e Nevezamzer Krec’h Gwenn, evit reiñ da welet pegen kreñv eo al liammoù etre an abadennoù bras ha pleustr ar velo gant an holl, ar re yaouankañ da gentañ-penn.
An tennad diwezhañ eus an devezh D-100-se a oa bet dalc’het e Brest, ma oa bet Loc’hadeg Vras Tro Frañs an div wech diwezhañ e Breizh (e 2008 hag e 2021). Ar wech diwezhañ e oa bet gounezet ar Roched Velen e Landerne gant Julian Alaphilippe. Piv eta a ray berzh e-kerzh Tro Frañs ar Maouezed gant Zwift ? A-benn 100 devezh e vo respontet deomp.
En images

📍 Quimper
Marion Rousse, directrice du Tour de France Femmes avec Zwift :

📍 Vannes
Discours d’ouverture à l’Hôtel de ville de Vannes

📍 Vannes
Dévoilement du chrono sur le port de Vannes

📍 Brest
Marion Rousse, renerez Tro Frañs ar Merc’hed gant Zwift :
« Breizh zo ur vro m’eo sot an dud gant ar marc’hhouarnerezh, a vez pleustret war ar pemdez, hag ar birvilh-se a vo lakaet war-wel da-geñver Loc’hadeg Vras Tro Frañs ar Merc’hed 2025 gant Zwift. Eus ar Sadorn d’al Lun e vo miliadoù a arvestourien o kalonekaat ar c’hampionadezed ac’hann hag ar steredenned etrebroadel a yay d’ober ar redadeg vrasañ er bed. An tennad kentañ a vo er Mor-Bihan, an eil e Penn-ar-Bed, hag an trede a dremeno en Il-ha-Gwilen, a-raok mont er-maez eus Breizh, ma vo troioù-kaer all c’hoazh a-dra-sur. Kampionadezed ha kampioned bras zo bet ganet er vro-mañ ha mall eo ganin gwelet ur remziad nevez o kalonekaat an druilhad. »
Maurène Tregoed, rederez evit Arkéa-B&B Hotels Women :
« Ganet on e Ploermael hag e Lizioù emaon o chom, e ti ma zud. Pluveleg ha sav Kadoudal zo dek kilometr ac’hano, da lavaret eo e tremeno an tennad kentañ war an hentoù ma kustuman pleustriñ, ma vezan o ruilhañ bepred ! Entanet eo ma familh, ha ma mignoned ivez. Ur pennadig zo e komzan ganto eus marc’hhouarnerezh hag eus ar redadegoù a ran… Aze e vint holl, ha pa ne gemerfen ket perzh abalamour ma’z on yaouank c’hoazh memes tra. E Breizh e plij ar velo d’an dud. Tout an dud a anavez an Dro, memes ar re n’int ket sot gant ar sport. Soñj am eus e oan bet e Gwened e 2015 evit loc’hañ en ur redadeg a-benn d’an eur. D’ar mare-se n’en em welen ket war ar vicher-se c’hoazh met an deiz-se e cheñchas ma sell war ar bed-se. C’hoant am eus da lavaret d’ar merc’hed yaouank, ar re na reont ket sport dreist-holl, da zont da welet an abadenn-se. Ar redadeg hirañ er bed eo, an hini labourusañ ha kemer perzh enni a vefe un enor bras. »
Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh :
« Gwelet hor boa Tro Frañs o loc’hañ eus Brest pevar bloaz zo, e 2021, hag ar wech-mañ omp laouen-tre, ha fier dreist-holl, o vezañ asambles gant meur a strollegezh eus Breizh evit lañsañ Tro Frañs ar Merc’hed gant Zwift. Degemer a reomp an tri zennad kentañ e 2025, ar pezh a vo unan eus an abadennoù pouezusañ e-kerzh an hañv hag e-kerzh ar bloaz evit Breizh, bro ar marc’hhouarnerezh, an talvoudoù hag an dud a-youl-vat. Ur prof eo hag a reomp d’an holl dud a zo pitilh gant ar marc’hhouarnerezh. Al Loc’hadeg Vras e Breizh zo un dro-gaer evit reiñ da welet ar marc’hhouarnerezh gant maouezed, hag un digarez da vevañ mareoù sport dibar ha fromoù kaer asambles gant ar re all. En un doare personel e fell din gwelet joa e Breizh ouzh ar velo pa vez kaoz eus merc’hed ivez. Hag e-giz-se emañ an traoù dija pa’z eo degouezhet an troioù-kaer kentañ gant Audrey Cordon-Ragot ha Cédrine Kerbaol. »
David Robo, maer Gwened :
« Loc’hadeg Vras Tro Frañs ar Merc’hed e 2025 gant Zwift zo un abadenn veur evit ar marc’hhouarnerezh hag ivez ur mare pouezus evit ar gevatalded e bed ar sport hag evit hor c’hêr gaer. Prest eo Gwened da zegemer ar fest bras ha poblek-se ha roet he deus emgav d’ar bed a-bezh a-benn ar 26 a viz Gouere. Neuze, bevet ar sport ! Bevet ar marc’hhouarnerezh ! Bevet Breizh ! Bevet Gwened ! »
David Lappartient, prezidant Kuzul-departamant ar Mor-Bihan :
« Stag eo an dud er Mor-Bihan ouzh o identelezh ha lorc’h zo ennomp o welet e tremeno daou dennad eus Tro Frañs ar Merc’hed e 2025 gant Zwift en hor bro. Ar marc’hhouarnerezh gant merc’hed zo un dachenn awenus hag er penn a-raok, ma adkaver da vat talvoudoù ar Mor-Bihan : bezañ kalonek, youlek hag entanet gant ar sport. Er Mor-Bihan ez eus un hengoun a-gozh a-fet marc’hhouarnerezh hag a-vepred ez eus bet degemeret abadennoù meur evel-se hag engouestlet omp da vat evit lakaat an taol-mañ d’ober berzh. Kement-se zo kaoz e rin un droiad war velo d’an 19 a viz Mae, asambles gant meur a zilennad ha gwazourien an hentoù, evit anavezout an hent Gwened-Pluveleg. Emgav a roan d’an holl dud pitilh gant ar velo neuze, abalamour deomp da vevañ asambles an abadenn veur-se war hon hentoù, ha da galonekaat gant nerzh an holl atletourezed-se a ray deomp trivliañ. »
Partager :