Aveadurioù sport : Rannvro Breizh a laka arc’hant evit kreñvaat he brud ha broudañ an dud d’ober sport

Ouzhpenn 8 milion a eurioù a oa bet postet e 2024 gant Rannvro Breizh evit sevel ha kempenn aveadurioù sport. Evel-se e tiskouez mat he youl da lakaat an holl d’ober sport, eus ar sportoù amatour betek ar c’henstrivadegoù a live uhel. E pep lec’h e Breizh ez eus bet lakaet arc’hant, abalamour d’ober daou dra en un taol : harpañ ekonomiezh ar sport hag aesaat ar genskoazell etre an tiriadoù.

Ar sal abadennoù ha sportoù da zont e Kemper @Marc Mimram

Gant he folitikerezh sport e striv ar Rannvro e pep lec’h da vroudañ ar Vretoned d’ober sport, da harpañ ar raktresoù frammus ha d’implijout ar sport evit kreskiñ al lañs ekonomikel, gwellaat yec’hed an holl ha kreñvaat brud ar rannvro. Ur sell ouzh pevar aveadur hag a zo bet sikouret er mizioù tremenet.

Ur sal-abadennoù vras e Kemper

E-kreiz tachenn an diskouezadegoù e Kemper e vo ar sal nevez. Abadennoù sevenadurel hag ekonomikel a vo dalc’het enni, ha kevezadegoù a live broadel evit a sell ouzh ar sport. Betek 4 000 a dud a c’hallo en em gavout eno, diouzh ar mod ma vo kempennet an diabarzh anezhi. Arboellus e vo a-fet energiezh.

➡️ 3 M€ a vo roet en holl gant Rannvro Breizh, e-pad meur a vloaz (800 000 € e 2025, 700 000 € e 2026), abalamour da sikour sevel ar sal vodern-mañ. Gant ar sal nevez-mañ e vo, a-benn ar fin, un aveadur liezimplij e Kerne hag a sikouro reiñ lañs d’ar vro a-bezh.

Un dribunell renevezet e Stad ar Roudouroù e Gwengamp

Ul lec’h brudet-bras eo stad ar Roudouroù e bed ar vell-droad e Breizh. Ur programm reneveziñ zo bet lañset eno evit modernaat unan eus an tribunelloù. Muioc’h en o aez e vo an arvesterien hag ar gevelerien, anez cheñch kenfurmded ar stad e-keñver redioù an ensavioù sportel.

➡️ 700 000 € zo bet postet gant ar Rannvro evit kas al labourioù-se da benn. Gant an dribunell nevez e vo aesoc’h da War-raok Gwengamp desachañ arvesterien. Kreñvaat a ray ivez e vrud e Frañs da unan eus ar c’hluboù breton ar muiañ anavezet

Ur sal kigennañ hag aezamant evit Klub Rugbi Gwened

Lañs zo gant Klub Rugbi Gwened er mare-mañ. Ur greizenn brientiñ-korf nevez zo bet savet evitañ : « Ti Efedusted ha Sport yec’hed », ennañ ur sal gigennañ, ur c’horn diskuizhañ hag un ambroug mezegel. E-giz-se e vo efedusoc’h gourdonañ hag aesoc’h degemer tud, evel m’eo dleet evit ur c’hlub hag a fell dezhañ c’hoari el live uhelañ ma c’haller.

➡️ Skoazellet eo bet al labourioù-se gant ar Rannvro, peogwir e fell dezhi kreñvaat ar filierennoù a live uhel ha sikour ar c’hluboù a vicher d’en em frammañ.

Un dachenn nevez evit US Konk-Kerne

Kaout un dachenn vell-droad aprouet a oa deuet da vezañ ret adal ma oa erruet US Konk-Kerne en ur c’hampionad a vicher. En deizioù-mañ emeur o peurechuiñ al labourioù er stad. Gant e aveadurioù akomod e c’hallo degemer krogadoù eus ar c’hentañ troc’h, hag aesoc’h e vo da skipailh Konk-Kerne c’hoari el live uhelañ.
➡️ E 2025 e oa bet roet ur skoaziad 450 000 € gant ar Rannvro, diwar ur sammad hollek 1,5 M€ postet ganti evit ar stad-se. E miz Here 2025 e vo prest an dachenn nevez

Ur politikerezh sport e servij an holl dakadoù

Ar skoaziadoù-se zo skouerioù mat eus strategiezh ar Rannvro evit ar sport : war un dro e vez harpet ganti luskad kevreadel, olimpek ha paralimpek ar sport, an aozerien abadennoù sport, ar sportourien a live uhel koulz hag ar strollegezhioù. Evit ar Rannvro ez eo ar sport un doare da greskiñ he dedennusted, met ivez da wellaat yec’hed an dud, da greñvaat an deskadurezh, da harpañ an enlakaat sokial hag an diorren padus.

Gouzout hiroc’h war hon oberoù

Partager :