3 min evit gouzout pep tra war ar vevliesseurted e Breizh

Nevez-embannet ez eus bet ur video pedagogel gant Ajañs Breizh evit ar vevliesseurted (ABB) abalamour da sachañ evezh an dud war dalc’hoù ar vevliesseurted e Breizh. Soñjet eo bet ar video-se evit bezañ aes da gompren gant an holl, n’eus ket ezhomm da vezañ arbennigour, ha displegañ a reer ennañ perak eo pouezus-bras gwareziñ liesseurted ar vuhez ha penaos en em sav an oberourien rannvroel evit herzel ouzh diskar al liesseurted-se.

Libellule posée sur un brin d'herbe
Kevread ar chaseourien e Breizh

Ar video-se zo berr hag aes da gompren, graet eo bet evit reiñ da welet liesseurted an ekoreizhiadoù e Breizh – aodoù, girzhier, stêrioù, koadeier – ha penaos e vezont lakaet en arvar, gant artifisieladur an douaroù ha cheñchamant an hin. ABB a zegas da soñj pegen ret eo gwareziñ ar meteier-se, abalamour d’an ekoreizhiadoù da chom stabil ha kempouez, ha d’an dud da zelc’her gant kalite o buhez.

Un engouestl stroll

Ajañs Breizh evit ar vevliesseurted zo un aozadur pouezus-kaer evit gwareziñ ar vuhez peogwir e ra war-dro sikour ar strollegezhioù, an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù hag ar verourien takadoù natur. He c’hefridi : kevreañ an obererezhioù, aesaat an darempredoù etre an dud ha sikour an dougerien raktresoù a ya a-du gant ar vevliesseurted.

Ar video-mañ zo un ostilh talvoudus-tre evit titouriñ an dud ha broudañ anezho da reiñ bec’h gant jestroù ekoatebek, d’en em soñjal war pleustroù zo, da ouestlañ amzer d’an oberoù lec’hel pe da zont e-barzh ar jeu asambles gant ar re a labour evit ar vevliesseurted e Breizh. Ennañ e roer ivez da welet pinvidigezhioù naturel Breizh, hag an oberoù fetis a vez graet evit gwareziñ anezho hag evit broudañ an dud hag an obererien lec’hel da reiñ bec’h da vat. Un dalc’h-stroll eo hag evit dont a-benn anezhañ e rank bezañ komprenet gant an holl.

👉 Gouzout hiroc’h war Ajañs Breizh evit ar vevliesseurted : biodiversite.bzh

Partager :