Ul lise nes

Crédit photo : Lycée Simone Veil – Région Bretagne – Sembreizh – Architecte mandataire : Chomette-Lupi et Associés-Architectes – Architecte associé : Atelier Loyer

En em staliañ e Liverieg

Divizet ez eus bet sevel al lise nevez e Liverieg abalamour da zigreskiñ an amzer lakaet gant al liseidi evit mont eus ar gêr d’al lise. Staliet eo e kalon Liverieg, e-kichen un toullad mat a servijoù gouestlet d’ar sport ha d’ar sevenadur.

Lise un tolead

Un tolead 28 kumun ennañ zo stag ouzh lise Liverieg. Ar skolidi a zo o chom en tolead-se a yay d’al lise nevez-mañ.

Carte
Crédit photo : Région Bretagne – Sectorisation du Lycée Simone Veil

E-touez ar c’humunioù-se ez eus un toullad hag a zo ivez e-barzh tolead ul lise all :

  • Egineg : stag war un dro ouzh Liverieg lise S. Veil / Saozon-Sevigneg lise Sevigneg
  • Kastell-Bourc’h : stag war un dro ouzh Liverieg lise S. Veil / Gwitreg lise B. Argantred
  • Kavaneg : stag war un dro ouzh Liverieg lise S. Veil / Roazhon lise J. Macé
  • Marbereg : stag war un dro ouzh Liverieg lise S. Veil / Gwitreg lise B. Argantred
  • Sant-Jermen-an-Il : stag war un dro ouzh Liverieg lise S. Veil / Roazhon lise J. Macé
  • Sant-Marzh-an-Il : stag war un dro ouzh Liverieg lise S. Veil / Roazhon lise J. Macé
  • Servon : stag war un dro ouzh Liverieg lise S. Veil/ Saozon-Sevigneg lise Sevigneg
  • Torigneg-Fouilharzh : stag war un dro ouzh Liverieg lise S. Veil / Roazhon lise Châteaubriand

Gwelet an holl ditouroù a sell ouzh lise publik Liverieg e-barzh lec’hienn al lise e-unan :https://lycee-simone-veil-liffre.ac-rennes.fr/

Lenn lizher chanter lise Liverieg eus Mezheven 2020