Ober eus Breizh ur bed evit bevañ

Crédit photo : Mathieu Le Gall

E Brest e oa bet votet gant ar Rannvro, d’an 28 a viz Du 2019, he Brastres rannvroel evit an terkañ, an diorren padus ha kevatalder an tiriadoù (BRTDPKT), hervez al lezenn NOTRe eus 2015. Un teul steuñviñ eo, ennañ durc’hadurioù strategel, 38 pal ha diarbennoù reolennañ ouzhpenn. Ur guzuliadeg hag un enklask foran a vo bremañ a-raok na vefe votet e dibenn 2020. Fellet ez eus d’ar Rannvro lakaat al labour steuñviñ-se e-barzh an difrae Breizh Cop hag a laka an holl da strivañ asambles.

Petra eo ar BRTDPKT ?

E-barzh ar BRTDPKT emañ ar pemp brastres rannvroel a oa bet savet ha votet er bloavezhioù tremenet :

  • Brastres Rannvroel ar C’hempoell Ekologel (steuñvenn c’hlas douar ha dour) ;
  • Brastres Rannvroel Hin Aer Energiezh ;
  • Brastres Rannvroel an Etremodelezh ;
  • Brastres Rannvroel an Danframmoù hag an Treuzdougen ;
  • Steuñv Rannvroel evit Dizarbenn ha Merañ al Lastez.
Infographie SRADDET

An teul unik ha treuz-se, « brastres ar brastresoù », zo eeunaet ennañ danvez an holl steuñvoù hep o disteraat. A-vremañ e vo dalc’het kont eus kudennoù an endro en holl strategiezhioù nevez evit terkañ an tiriad. Goude ul lodenn gentañ ma kaver un diagnostik klok eus an tiriad hag eus ar palioù da dizhout (38 pal Breizh COP) ez eus termenet 26 reolenn er BRTDPKT.
Un dra nevez gant an teul-se, talvezout a ra evit an holl deulioù kêraoziñ lec’hel ha steuñviñ, evel ar brastresoù evit kenstagded an tiriad (BEKT) – pe, dre ziouer, steuñvoù lec’hel ar c’hêraozañ etrekumunel (SLKE), ar steuñvoù monedone e kêr, steuñvoù hin aer energiezh an tiriadoù (SHAET) ha karta ar parkoù natur rannvroel (PNR).

Ha pa vefe degemer ar BRTDPKT ur bazenn a bouez en istor ar Rannvroioù e chom bevennet ar galloud lezennel roet dezho. Gant an teul-se eo kreñvaet roll ar Rannvro, e penn kenurzhiadur hag aozadur terkerezh padus an tiriad hag e darempred-strizh gant an diazezadurioù publik a genlabour etrekumunel (DPKE). Ar strollegezhioù lec’hel a chomo mestr war an doareoù da lakaat e pleustr evit tizhout palioù ar BRTDPKT. Reolennoù pennañ ar brastres zo o fal, da skouer, chom hep sevel tiez en takadoù a gendalc’h ekologel, derc’hel kont eus ar pourvezioù dour er raktresoù terkañ, stourm a-enep lederezh ar c’hêrioù pe ober anv en teulioù kêraozañ eus diawel live ar mor a-benn 2100. Ne dalvezint nemet evit ar brastresoù evit kenstagded an tiriad (BEKT), pa vint adwelet, pe evit kenstrolloù bras evel an trepasoù ekologel. Evit lakaat bevañ ar BRTDPKT-se, a zo ur raktres evit an amzer-da-zont, e savo ar Rannvro kevratoù nevez gant an tiriadoù. Ur chanter bras eo hag a vo boulc’het e 2020.

6 engouestl evit breizh

Ar BRTDPKT zo lakaet da stern loc’hañ e servij Breizh COP, savet diwar skouer hentenn kuzuliadeg ar berzhidi gant an ABU (Aozadur ar broadoù unanet) hag ar guzuliadeg COP21 evit an hin.

Labour ar Rannvro eo teurel pled e ra ar pep brasañ eus an obererien diouzh durc’hadurioù ha palioù ar BRTDPKT hag enluskañ an holl zoareoù talvoudus evit tizhout an disoc’hoù gortozet. Ouzhpenn-se he deus gouestlet ar strollegezh lakaat emdreiñ he folitikerezhioù publik dezhi hec’h-unan, evit lakaat 38 pal Breizh COP e pleustr hag ober diouzh ar BRTDPKT.
Ar c’hwec’h pennaenn dreuz termenet gant ar Rannvro a glot gant 6 engouestl :

  1. Engouestl evit monedoneoù kengret ha digarbon
  2. Engouestl evit strategiezhioù niverel atebek
  3. Engouestl evit ar boued mat evit an holl
  4. Engouestl evit ur strategiezh nevez evit an energiezh hag an hin
  5. Engouestl evit gwareziñ ha talvoudekaat ar vevliesseurted hag an danvezioù
  6. Engouestl evit kenstagded an tiriadoù

Evit pep engouestl e vo ur follenn-stur ha steuñvoù ober da-heul hag a servijo da deul dave evit lakaat e pleustr holl bolitikerezhioù foran ar Rannvro. Ar follennoù-se a vo binvioù priorelaat hag a yelo d’ober ar pep brasañ eus an diarbennoù o harpañ ar pennreolennoù degemeret ha roet talvoudegezh dezho er BRTDPKT.