Filtre en cours : Assemblée


  1. Bodadenn-rannvro
    Cheñchamant prezidant er C’huzul-rannvro

    Jean-Yves Le Drian et Loïg Chesnais-Girard

    Prezidant Rannvro Breizh, addilennet e miz Kerzu 2015 evit an 3e gwech diouzhtu, en doa komzet d’an 2l a viz Mezheven, gant Loïg Chesnais-Girard, e Vesprezidant 1añ, dirak e vuianiver ha goude-se dirak ar Bretonezed hag ar Vretoned dre hanterouriezh ar gazetennerien.

    Assemblée 

    Lire la suite


  2. Divizoù gant ar Rannvro
    Pep tra diwar-benn ar budjed evit 2017

    Elus dans l'hémicycle régional

    D’an 9, 10 hag 11 a viz C’hwevrer e oa bet breutaet gant an 83 dilennad eus ar Rannvro, ha degemeret ar budjed rannvroel evit 2017 : ur budjed 1,62 miliard €, brasoc’h eget hini ar bloavezh kent. Kit da welet doareoù pennañ ar budjed-se hag an holl vreutadegoù e video war bretagne.bzh.

    Assemblée 

    Lire la suite


  3. An divizoù diwezhañ
    Dalc’h ar 15 hag ar 16 a viz Kerzu 2016 berr-ha-berr

    En dalc’h-se e oa bet an dilennidi-rannvro o termeniñ linennoù bras budjed 2017 hag a vo votet, programm ha programm, a-benn an 9, 10 hag 11 a viz C’hwevrer. Lakaet e oa bet ar gaoz ivez war emdroadur ar politikerezh tiriadel, war ar brastres evit savadurioù al liseoù publik ha war ar steuñv bezhin glas nevez.

    Assemblée 

    Lire la suite


  4. Bodad pad miz Gouere 2016
    Oberiant eo ar Rannvro war he ziriad

    Da-geñver o emvod diwezhañ, d’al Lun 11 a viz Gouere 2016, e oa bet gouestlet 107 M€ gant ar guzulerien-rannvro evit lakaat ar politikerezhioù rannvroel da dalvezout, dre 1509 oberiadenn (dispignoù postañ ha mont en-dro, skoaziadoù hiniennel pe a-stroll). Kavit an divizoù bet kemeret, en ur sell.

    Assemblée 

    Lire la suite


  5. Divizoù
    Dalc’h an 30 a viz Mezheven hag ar 1añ a viz Gouere 2016

    assemblée régionale

    D’an 30 a viz Mezheven ha d’ar 1añ a viz Gouere, e oa gouestlet dalc’h ar C’huzul-rannvro d’ar steuñv evit an EBT, d’ar porzhioù rannvro, d’ar steuñv rannvroel evit dizarbenn ha merañ al lastez, d’ar steuñv evit al laezh hag ar filierenn-saout, da eurioù nevez an TTB hag an THR... Kavit amañ an divizoù pennañ.

    Assemblée 

    Lire la suite


  6. Divizoù
    Pep tra diwar-benn budjed 2016

    session dans l'hemicycle du conseil régional

    D’ar 24 ha 25 a viz Meurzh e oa bet an 83 dilennad-rannvro o tivizout war budjed 2016 hag o tegemer anezhañ : ur budjed hag a sav da 1,32 miliad a euroioù hag a zalc’h gant postadurioù. Gwelit petra eo linennoù bras ar budjed-se ha sellit ouzh an holl zivizoù gant videoioù bretagne.bzh.

    Assemblée 

    Lire la suite


  7. Dilennadeg-rannvro 2015
    Kuzul-rannvro nevez Breizh

    Le nouvel exécutif régional

    An 83 c’huzulier-rannvro, nevez-dilennet goude votadegoù ar 6 hag an 13 a viz Kerzu, a oa en em vodet d’an 18 a viz Kerzu tremen e sal ar bodadennoù. E-pad an dalc’h kentañ-se e oa bet dilennet ar prezidant nevez, ar vesprezidanted, ha savet ar bodad pad. Grit anaoudegezh gant ar skipailh nevez.

    Assemblée 

    Lire la suite


  8. Divizadoù
    Dalc’h ar 15 ha 16 a viz Here 2015 berr-ha-berr

    Hémicycle du Conseil régional

    Dileuriañ kefridioù sevenadurel nevez, kevratoù meurgêrioù Brest ha Roazhon, programm postañ arc’hant el liseoù… : an divizadoù diwezhañ hag ar pep pouezusañ eus ar breutadegoù a oa bet e dalc’h diwezhañ ar C’huzul-rannvro dre video.

    Assemblée 

    Lire la suite