Filtre en cours : Environnement


  1. Kemm ekologel
    Ajañs ar vevliesseurted e Breizh

    Ac’hann da fin 2017 e tlefe an Ajañs da zont evit ar vevliesseurted e Breizh bezañ lakaet da vont en-dro. Krouet eo da-geñver Cop ar Rannvro a oa bet lusket en nevez-amzer diwezhañ. Kerkent ha lakaet da vont en-dro e ranko reiñ lañs da veur a chanter evit gwareziñ hag adsevel an ekoreizhiadoù.

    Biodiversité  Environnement  Développement durable 

    Lire la suite


  2. Endro
    KROASHENT AN DOAREOÙ LEC’HEL DA VERAÑ AN DOUR : LOREIDI TROFEOÙ FITO EBET

    D’ar 27 hag 28 a viz Genver he deus degemeret Roazhon ar 17vet saloñs micherel-mañ. War ar roll : kenderc’hel gant Steuñv Breizh an Dour, lakaat an adreizh tiriadel da dalvezout, lakaat ar muiañ ar gwellañ a dud da gemer perzh er Brastres-ren terkañ ha merañ an dour nevez 2016-2021... ha reiñ ar prizioù fito ebet 2016 da 25 kumun ha da 5 lise skoue...

    Eau  Environnement  Développement durable 

    Lire la suite


  3. Endro
    Degemeret eo Brastres rannvroel ar c’hempoell ekologel

    Parc naturel régional d'Armorique (PNRA) - Landévennec

    Aprouet eo bet Brastres rannvroel ar c’hempoell ekologel evit lakaat ar "Steuñvenn c’hlas" e pleustr e Breizh. Talvezout a ray da adsevel kendalc’h ar meteier naturel, evit derc’hel kont eus ezhommoù monedone ar spesadoù.

    Biodiversité  Environnement  Développement durable 

    Lire la suite


  4. Endro
    Koadoù ha Koadeier Breizh, ur programm evit reiñ lañs d’ar c’hoadeier e Breizh

    Evit talañ ouzh digresk ar gorread produiñ koad hag evit ma ne zeufe ket ar c’hoad da vankout, ez eus bet roet lañs d’ur programm skoazell nevez evit plantañ gwez e Breizh. Pal ar programm : sikour da ziorren ar pourvezioù koad e Breizh.

    Environnement 

    Lire la suite


  5. Endro
    Gourenez Kraozon, 8vet « Tachenn dibar eus Breizh »

    Gourenez Kraozon, ul lec’hienn ekologel eus ar c’hentañ, zo deuet da vezañ an 8vet « Tachenn dibar eus Breizh », ul label roet d’ar mirvaoù rannvroel a ziskouez ervat petra eo neuz meteier naturel Breizh.

    Environnement 

    Lire la suite


  6. Diorren padus
    Park natur rannvroel ar Mor Bihan : digor eo an hent

    Parc naturel régional du Golfe du Morbihan

    Asantet en deus ar C’huzul broadel evit gwareziñ an natur e vefe lakaet ar Mor Bihan da "Bark natur rannvroel". Gant ma vo embannet an dekred krouiñ, e teuy evel-se da vezañ an 50vet Park natur rannvroel e Frañs, 46 vloaz goude Park natur rannvroel Arvorig, rummet e 1968.

    Tourisme  Environnement  Espaces Naturels 

    Lire la suite


  7. Divizoù
    Dalc’h ar 17 a viz Ebrel 2014 berr-ha-berr

    Ur politikerezh nevez evit terkañ an tiriad, ur steuñv sevel tiez padus evit Breizh, ar steuñv evit an hin, an energiezh hag an tiriad... : setu amañ divizoù pennañ dalc’h ar 17 a viz Ebrel.

    Assemblées  Tourisme  Environnement  Territoire 

    Lire la suite


  8. Endro
    Lannegi Monteneg labelaet 7vet Tachenn dibar eus Breizh

    Alignement des Pierres Droites

    Bet digoret ent ofisiel hiziv, lannegi Monteneg a warezo hag a dalvoudekaio ur glad naturel hag arkeologel espar dindan al label nevez-se.

    Environnement  Développement durable 

    Lire la suite


  9. Enklask foran
    Brastres Rannvroel an Hin, an Aer hag an Energiezh

    Un enklask zo aozet gant ar Rannvro diwar-benn an danvez brastres-se savet e-sell da dermeniñ palioù ha linennoù-stur ar Rannvro a-benn 2020 ha 2050.

    Environnement 

    Lire la suite


  10. Prosez an Erika
    Ar c’hevrennoù keodedel a sav o mouezh

    D’ar Gwener 27 a viz Ebrel e oa en em vodet dilennidi an arvor hag ar c’hevredigezhioù e Plañvour (56) evit enebiñ ouzh an diviz lakaat ar prosez en arvar.

    Environnement  Mer 

    Lire la suite