Filtre en cours : 2010


  1. Ar yaouankizoù hag an demokratelezh rannvro
    Dilennet eo bet Kuzul-rannvro nevez al liseidi hag an deskarded yaouank a Vreizh betek 2012

    Emañ an 83 daouad plac’h/paotr, bet dilennet d’ar 24 aviz Du, o vont da sezañ e Kuzul-rannvro nevez ar yaouankizoù. Ul lec’h eo evit komz, eskemm soñjoù ha kas obererezhioù fetis da benn evit mad an holl re yaouank. Hiziv emaint oc’h en em staliañ !

    Lire la suite


  2. Armerzh ar mor
    Ur steuñv adlañs evit saveteiñ an istrerezh

    Tra m’emañ ar c’houlzad en e vog a-raok ar gouelioù, emañ ar Rannvro o labourat war ur raktres nevez evit ar pesketaerezh hag an dourc'hounezerezh, a-benn miz C’hwevrer 2011. Gant se e vo kreñvaet ar skoazell d’ar gennad istrerezh, reuziet gant dreistvarvelezh an istr. Pa oa o weladenniñ un takad magerezhioù-kregin e kreisteiz Breizh, ar prezidant...

    Lire la suite


  3. NTIC
    Digoret eo bet ar savenn Imagin'Lab

    D’an 29 a viz Du e oa bet digoret, e Lannuon, ar savenn Imagin’Lab a c’hallo ur c’hant bennak a diadoù eus Breizh arnodiñ ganti doareoù nevez ar Genrouedad. Eno edo Jean-Yves an Drian, prezidant Rannvro Breizh.

    Lire la suite


  4. Yezhoù ha sevenadur
    Eus ar gwirioù yezhel ha sevenadurel da savidigezh ar gevredigezh keodedel europat

    D’ar 27 a viz Du e vo dalc’het ar c’hendalc’h, " Eus ar gwirioù yezhel ha sevenadurel da savidigezh ar gevredigezh keodedel europat ", e sal Agora Courbet an Oriant, da-geñver ar gevezadeg kanaouennoù e yezhoù bihanniver Liet International.

    Lire la suite


  5. Portal web GeoBreizh
    Breizh a zigor he roadennoù douaroniel d’an holl

    Ar portal GeoBreizh a skigno a-benn nebeut an holl roadennoù a zeskriv an dachenn foran e Breizh. An oberourien bublik o deus divizet digeriñ frank o roadennoù douaroniel evit ma vint implijet e pep frankiz. Emañ Rannvro Breizh en o zouez, ha kensturiañ a ra ar raktres.

    Lire la suite


  6. Neveziñ hag EBEoù
    Leun a raktresoù gant poloù kevezusted Breizh

    Krouet e oa bet ar poloù kevezusted Mor, Valorial (labour-douar ha gounezvouederezh) ha Skeudennoù ha Rouedadoù (teknologiezhioù ar c’helaouiñ) evit aesaat ar c’henlabour enklaskerezh-embregerezhioù ha broudañ an neveziñ. Emaint o tiorren o raktresoù asambles gant an EBEoù, gant harp Rannvro Breizh.

    Lire la suite


  7. Espern an tredan
    Bevezit nebeutoc’h a energiezh gant Ecowatt !

    Emañ ar goañv hag ar yenijenn o tostaat... Gant ar stignad EcoWatt, bevezit nebeutoc’h a energiezh : lakait hoc’h anv adalek an 9 a viz Du ha resevit kemennoù, dre sms pe dre bostel, pa vez kaouadoù beveziñ bras en ho kornad. Graet eo kement-se a-gevret gant Rannvro Breizh, ar Stad, ERDF, RTE hag an Ademe.

    Lire la suite


  8. Les dernières décisions
    Dalc’h an 21 hag an 22 a viz Here e berr gomzoù

    Emglev evit an tredan e Breizh, energiezhioù ar mor, arc’hantañ aerborzh Kernitron-al-Lann, ur steuñv evit adlañsañ filierenn ar sevel istr, digoradur ar portal breizhgo.com diwar-benn an treuzdougen a-stroll, krouidigezh ar c’hampus gwellentez sportel... : adkavit an divizoù pennañ hag adwelit breutadegoù an dalc’h gant videoioù.

    Lire la suite


  9. Sportoù
    Kampus evit gwellentez ar sport e Breizh : sinet eo an emglev

    Rama Yade, ar sekretourez-Stad karget eus ar sportoù, a oa e Sant-Maloù da-geñver deroù Hent ar rom. Sinet he doa disadorn an emglev da grouiñ ar c’hampus evit gwellentez ar sport e Breizh. Ar framm rannvroel-se, e servij ar sport, a vo ganet e miz Genver 2011.

    Lire la suite


  10. Skoazell d’al liseoù
    An distro-skol eo !

    Skoaziadennoù ha diarbennoù ar Rannvro evit he liseoù, deiziadoù da zerc’hel soñj anezho… Sturlevrig evit al liseidi hag o familhoù.

    Lire la suite