Ur c'henlabour oberiat gant ar 21 vro zo e Breizh
C'hoant en deus KASR da vont a-du gant an doareoù diseurt a zemokratelezh dre gemer perzh a vez e-barzh ar Rannvro. Setu m'eo krog gant un taol kenlabour gant ar broioù, ar c'hêrioù hag ar c'huzulioù diorren e Breizh. Graet e vez hervez lies doare, en o zouez :
• Un emgav bep bloaz evit eskemmañ mennozhioù war ar programmoù labour
• Devezhioù labour hag eskemm skiant-prenet, ha hentennoù labour...
• Lakaet e vezont da gemer perzh e prederiadennoù ar bodadoù pa vez savet studiadennoù (enklaskoù, pedadennoù da abadennoù-selaou...).
• Kinniget e vez studiadennoù KASR er broioù, ha pedet e vez ar re-se da foromoù KASR.

Un ober a-gevret gant KASR-où an arvor atlantel
Rannvroioù an arvor atlantel e Frañs a stumm un hollad douaroù o deus doareoù douaroniel, denel, sokial hag armerzhel boutin. Abaoe ouzhpenn pemzek vloaz emañ Kuzulioù armerzhel ha sokial ar rannvroioù Normandi-Izel, Breizh, Broioù-al-Liger, Poatev-Charant hag Akwitania o labourat asambles evit kas o rannvroioù war-raok, war dachenn ar vroad, en Europa hag e-barzh ar Wareg Atlantel. Diwar o frederioù boutin e teu alioù ha studiadennoù kaset da benn e-barzh ar c'hKESSA (Kevredigezh enklask ha studioù sokioarmerzhel) hag a dolp anezho.

Kemer perzh er rouedad sokiomicherel europat : RTA
Ur rouedad europat a genlabour etre KASR-où rannvroioù Frañs ha broioù all eus ar Wareg Atlantel en Europa, anvet an RTA (Rouedad treuzbroadel atlantel sokiomicherel), a oa bet savet e miz Gwengolo 2003. He fal eo enframmañ gwelloc'h an toleadoù atlantel en Europa dre ziorren eskemmoù gant rouedadoù sokiomicherel all e Breizh-Veur, en Iwerzhon, e Spagn hag e Portugal. E-touez traoù all, e klask ar rouedad-se pouezañ evit ma vo dibabet raktresoù da arc'hantaouiñ gant Europa, e-barzh ar programm Interreg III B.


Modifié le


Partagez ce contenu