CESER

Ur bodad kuzuliañ

Kuzul armerzhel ha sokial ar Rannvro (KASR) a stroll 113 dileuriad eus buhez armerzhel ha sokial ar Rannvro. Reiñ a ra e ali war an teuliadoù a vez roet da votiñ d’ar C’huzul-rannvro gant prezidant ar vodadenn-se. Sevel a ra studiadennoù ha breutaat a ra kement kraf a sell ouzh ar Rannvro.

Un ali ret war politikerezhioù ar Rannvro

Kuzul armerzhel ha sokial ar Rannvro, galvet gant ar C’huzul-rannvro pe dileuriad ar Stad er rannvro, a ro dre ret alioù war budjed ar Rannvro, politikerezhioù bras ar Rannvro ha war an durc’hadurioù a denn d’e dachenn varregezh, ar gevrat raktresoù Stad-Rannvro ha bilañs bloaziek he sevenidigezh.

Un nerzh evit kinnig

Kuzul armerzhel ha sokial ar Rannvro a c’hall, diwar e lusk e-unan, reiñ alioù war gement kraf a sell ouzh ar Rannvro hag a denn d’an obererezh armerzhel, sokial pe sevenadurel. Ur garg da briziañ ar politikerezhioù foran en deus neuze. Evit diarbenn an emdroadurioù e sav studiadennoù-imbourc’hiñ a sell ouzh ar Rannvro. Evel-se e kenlabour da sevel strategiezhioù evit emdroadur ar Rannvro.


Modifié le


Partagez ce contenu