CRB

Gallout a ra identelezh Kuzul sevenadurel Breizh lakaat soñjal e meur a dra :

  • ur siell, arouez ar ouiziegezh
  • ar « Gwenn ha du » (« Blanc et neirr » e gallaoueg), banniel Breizh krouet gant Morvan Marchal e 1923, ennañ nav bandenn : pemp bandenn du, peder bandenn wenn
  • skeudenn ur sarpant-nij, un dra hag a nij da-heul an avel (kavet e vez pep lec’h e Breizh)


Savet eo al logo hag ar garta gant :

  • An erminig fiñvus, heñvel ouzh hini ar C’huzul-rannvro ganti stumm ar vro.
  • Ar c’helc’h da aroueziañ an hollved, an orin, kement tra a zo hag an unvez (al lec’h a vez sachet ar selloù war e du). Arouez ar barfeted hag an unvanded eo ivez ; en tu all da se eo arouez an amzer hag an oabl.
  • An anv e brezhoneg, galleg ha gallaoueg a zeu da astenn fiñv an erminig (he zri beg). Dibabet ez eus skrivañ gant ar font « Spotka » evel evit identelezh Rannvro Breizh. Ijinet eo bet diwar ar stumm lizherennoù a vez treset war ar bigi pesketa. Krouet e oa bet ar font-se e 2003 gant Xavier Dupré.
  • Bandennoù ar « Gwenn ha du » e-kichen ar sinadur. Lakaet int a-veskell, e korn ar c’henaozadennoù, evel tammoù panelloù chanterioù.
  • Al liv « Majenta » (pennliv ruz), a zo implijet gant karta c’hrafek Rannvro Breizh evit aroueziañ ar sevenadur. Ul liv birvidik eo, a vez kavet aes (aes d’eilañ neuze) hag implijet stank e bed ar sevenadur.




Gwelet ar pezh a ya d’ober neuz c’hrafek Kuzul sevenadurel Breizh


Modifié le


Partagez ce contenu