Kuzul-rannvro ar yaouankizoù

Crédit photo : Charles Crié

Kuzul-rannvro ar yaouankizoù (KRY) zo ennañ 83 a zaouadoù liseidi ha deskard.ez.ed breizhat krog gant un dra bennak fetis evit ar geodedelezh. Dilennet e vezont gant o c’henseurted evit daou vloaz, hag e-pad ar respetad-se e savont ur programm oberoù e servij ar Vretoned hag ar Bretonezed.

Un organ aliañ ha kinnig eo Kuzul-rannvro ar yaouankizoù. Labourat a ra war ar sujedoù choazet gantañ ha gallout a ra kinnig mennadoù da Brezidant ar C’huzul-rannvro. Eus e du e c’hell ar Prezidant goulenn gant Kuzul-rannvro ar yaouankizoù e ali war gement sujed hag a sell ouzh ar Vretoned yaouank.

Ouzhpenn e roll kinnig ez eo ar c’hKRY ur skol ar geodedelezh. Aozet eo tamm-pe-damm evel ar « gwir » Guzul-rannvro. Ul lec’h diviz ha kendiviz zo anezhañ ivez diwar-benn sujedoù hag a sell ouzh liseidi ha deskard.ez.ed Breizh. Ul lec’h eo ma tesker traoù, ha ma komprener aesoc’h plegennoù pemdeziek hag a zo stag ouzh ar vuhez er skolioù hag ar vuhez er gevredigezh dre-vras. Eno e tesk ar guzulierien-rannvro yaouank diorren o spered barn ha soñjal o-unan. Ouzhpenn-se ez eo pep emvod eus ar c’hKRY un dro da zivizout ha da gendivizout  gant dilennidi ar C’huzul-rannvro

En un dalc’h hollek en em vod ingal an 83 daouad a dud yaouank dilennet evit daou vloaz er c’hKRY, un tamm evel ma vez graet gant ar C’huzul-rannvro. Pa vez un dalc’h e labouront dre vodadoù war ar sujedoù choazet ganto. Prezidant ar C’huzul-rannvro hag ur guzulierez pe ur c’huzulier-rannvro yaouank zo e penn ar c’hKRY.

E-barzh ar bodadoù labour e c’hell izili Kuzul-rannvro ar yaouankizoù kendivizout, empentañ raktresoù ha kinnig anezho. Pep kuzulier-rannvro a c’hall kemer perzh en ur bodad labour. Tud diavaez a zeu ingal da reiñ muioc’h a lusk d’al labour a-stroll hag animatourien a sikour evit an hentenn-labour.

Bep daou vloaz e vez dilennet izili ar c’hKRY, hervez reolennoù strizh, evit ma vo doujet d’ar parder paotred ha merc’hed ha ma vo kempouez dileuridi al liseidi hag an deskard.ez.ed, ar skolioù publik hag ar re brevez, hep ankounac’haat ar c’hempouez war an dachenn douaroniel.
• Un daouad paotr-ha-plac’h e pep skol : da-gentañ e vez aozet ur vouezhiadeg e pep skol (liseoù ha kreizennoù deskiñ) evit dilenn un « daouad » paotr-ha-plac’h, e-mesk ar re mennet en eilvet klas hag er c’hlas kentañ. Evit ma c’hello an dilennidi nevez-se ober ur respetad daou vloaz a-bezh, al liseidi e klas termen nag ar re yaouank e bloavezh diwezhañ o c’helc’hiad ne c’hallont ket bezañ dilennet.
• Dilenn an 83 daouad paotr-ha-plac’h er c’hKRY : evit an eil pazenn-se e vo graet gant an tennañ d’ar sord. Ne vo graet evel-se nemet el lec’hioù ma vo muioc’h a dud war ar renk eget na’z eus sezoù da bourvezañ, ha kadarnaet e vo an argerzhad gant un urcher-justis.

Gant an doareoù dilenn dibabet evel-se ez eus gwarantet un dileuriadur kempouez etre paotred ha merc’hed, liseidi ha deskard.ez.ed, Broioù ha departamantoù Breizh, e-barzh Kuzul-rannvro ar yaouankizoù.

  • Parder etre paotred ha merc’hed – Evit gwarantiñ ar parder e vez dilennet paotred ha merc’hed daou-ha-daou.
  • Kempouez liseidi ha deskard.ez.ed – Dasparzh an dilennidi etre al liseidi (75 daouad) hag an deskard.ez.ed (8 daouad) zo a-genfeur gant o niver e Breizh (140 000 lisead.ez ha  16 000 deskard.ez).
  • Departamantoù ha Broioù Breizh – Er mod dilenn e vez dalc’het kont eus an dasparzh dre diriad : 150 lisead.ez a zileuria pep hini eus an 21 a vroioù eus Breizh (dileuriadur dre vro), 16 deskard.ez a zileuria unan eus an departamantoù (dileuriadur dre zepartamant).
  • Skolioù publik ha prevez – Kempouez zo ivez etre ar publik hag ar prevez : jedet e vez niver ar sezoù a-genfeur gant ar boblañs skol e pep rouedad (42 sez rakwelet evit dilennidi ar gennad publik ha 33 sez evit dilennidi ar gennad prevez).

An holl dud yaouank en Eil klas hag er c’hlas Kentañ, hag ar re zo e kentañ bloavezh o c’helc’hiad en ur skol hollek, teknikel pe micherel (liseoù publik ha prevez, KSD) a c’hell lakaat o anv : trawalc’h eo goulenn gant ar pennguzulier-skol pe ar penngelenner.