Engouestlet eo hor gwazourien e lusk AR JO !
Da-geñver steuñv rannvroel ar C’hoarioù Olimpek ha Paralimpek e Pariz e 2024 e kinnigomp ivez oberoù diabarzh da wazourien ar rannvro.
- Ober anaoudegezh gant obererezhioù korf (yoga, kerzhet giz norzhat, prientiñ-korf) e-kerzh abadennoù kaset gant tud a vicher ;
- Komz diwar-benn dizarbenn an direizhderioù kigennoù hag eskern (DKE) ha perzhioù-mat an dihun-korf a-raok al labour evit gwazourien al liseoù.
- Atalieroù ha prezegennoù liammet ouzh ar sport (sport ha mezhur, sport yec’hed, penaos e ra an atletourien a live uhel a zo war ar renk evit kemer perzh er c’hoarioù olimpek/paralimpek ha kement zo) ha lusket gant mailhed ;
- Dastum an dafar sport erru teuc’h digant ar wazourien abalamour da aesaat an adaozañ hag an adimplij. Gant ar gefridi-mañ e vruder ar filierenn dastum nevez Rikoù Sport ha Dudioù.