War-zu an UNESCO evit meurvein Karnag hag aodoù ar Mor-Bihan !
17 June 2025
2 minutes de lecture
Ouzhpenn 7 000 bloaz zo eo merket an dremmwel e su ar Mor-Bihan gant monumantoù meurveinek dibar : steudadoù mein-hir, taolioù-maen, krugelloù ha karnioù. Ar glad ragistorel-se zo ur roud eus ur sevenadur neolitek er penn a-raok, hag en deiz hiziv emañ war ar renk evit bezañ enskrivet e renabl ar glad bedel gant an UNESCO.

Er Mor-Bihan ez eus ouzhpenn ul lec’hienn arkeologel, muioc’h evit 550 lec’hienn veurveinek pa lavarimp mat hag en un tregont kumun bennak. Steudadoù mein-hir, mogerioù-tro, taolioù-maen, karnioù, krugelloù… Gant ar savadurioù bras-se e c’haller gouzout hiroc’h war istor an dud, an dachenn sokial hag al lidoù war-dro – 5000 bloaz a-raok J.K. mui-pe-vui.
Anavezet eo Mor-Bihan evel un takad meurveinek eus ar re bouezusañ en Europa, hag er bed zoken. N’eus ket stankoc’h evitañ, dizoloet ez eus bet traezoù arkeologel ral, hag enframmet eo mat-tre en dremmvro naturel e Breizh : sed aze abegoù a bep seurt evit bezañ enskrivet e renabl an UNESCO.
Ur glad dibar hag hollvedel
Ar meurvein e Karnag hag en aodoù ar Mor-Bihan a ya d’ober un hollad meurveinek eus ar re dalvoudusañ er bed. Dibar eo abalamour da :
- stankded ha liesseurted ar monumantoù : ouzhpenn 550 lec’hienn renablet war 28 kumun,
- puilhded an traoù annez henoniel dizoloet, pezh a ziskouez an dalvoudegezh sevenadurel hag ekonomikel a oa gant al lec’hiennoù-se da vare an Neolitik,
- enframmet brav eo en ardremez an arvor,
- Ur stankded hep he far er bed a-bezh a vein-hir en un takad strizh,
- Ur stankded dibar a vezioù,
- Engravadurioù dreistordinal, stank ha liesseurt.
Ur raktres skoazellet gant Rannvro Breizh
A-dreñv ar c’hoant-se ez eus ar gevredigezh « Maeziadoù Meurvein » hag ouzhpenn 10 vloavezh labour, asambles gant kalz kevelerien : kumunioù, etrekumunelezhioù, Departamant ar Mor-Bihan, Stad, kevredigezhioù… Rannvro Breizh zo engouestlet da vat e-barzh an emstrivadur-mañ abalamour ma ro da c’houzout pegen pouezus eo gwareziñ ha lakaat ar glad dibar-se war-wel, hag ul lodenn eo eus ul labour brasoc’h evit brudañ pinvidigezh sevenadurel hag istorel Breizh, abalamour da skediñ en estrenvro.
An teuliad enskrivañ (un teul ouzhpenn 6 kilo !) a oa bet roet d’an UNESCO en un doare ofisiel e miz Genver 2024. Respontet e vo en hañvezh 2025.
Evit gouzout hiroc’h ha sikour an enskrivadur : www.megalithes-morbihan.fr
Partager :