Aller au contenu

Ur strategiezh nevez evit an enklask hag an neveziñ e Breizh

Lakaat Breizh da gavout he flas en Europa ha seveniñ an treuzkemmoù sokial ha keodedel, niverel hag industriel, war dachenn an endro hag an ekologiezh : sed aze pal ar strategiezh rannvroel nevez evit an enklask hag an neveziñ, bet votet e miz Kerzu 2020. Ganti e fell deomp kreñvaat an tachennoù neveziñ pennañ e Breizh hag aesaat an treuzkas teknologiezhioù.

Chercheuse tenant une éprouvette contenant des pousses végétales
Franck Betermin
  • 5
    tachenn neveziñ strategel
  • 29
    harp tematek
  • 1
    ahel treuzservij evit an treuzkemmoù

Aprouet eo strategiezh ar Rannvro evit an enklask hag an neveziñ evit 7 vloaz ar maread 2021-2027. Graet e vez S3 anezhi, ar pezh a dalvez « Smart Specialisation Strategy ». Ur benveg eo abalamour da Vreizh da vezañ kevezus. Gant ar strategiezh-mañ eo termenet an doare ma vez sevenet ar politikerezhioù publik da skoazellañ an enklask hag an neveziñ, eus ar stummañ betek an diorren ekonomikel. Fellout a ra deomp, gant ar strategiezh-mañ, lakaat ar pouez ar muiañ war ar gennadoù o dez kalz a levezon e Breizh evit a sell ouzh an neveziñ, an implij, sachañ tud ha embregerezhioù, pe an treuzfurmadur ekonomikel.

Un dalc’h a bouez en Europa

Ul lec’h ma vez ijinet traoù pouezus-kaer eo Breizh ha diwarno eo e teu he zachennoù gwelletentez. Pa’z eo deuet ar Brexit da wir hag evit talañ ouzh an enkadennoù e-keñver ar yec’hed hag an ekonomiezh, e rank en em ober diouzh an treuzkemmoù a ya buanoc’h-buan. Ret e vo d’an S3 2021-2027 kemer harp war ar perzhioù gwellañ eus Breizh evit solutaat he renk e Frañs hag en Europa en he zachennoù gwellentez : mor, niverel, industriezhioù ar yec’hed, boued, energiezhioù.

An tachennoù neveziñ strategel hag ahel treuzservij an S3

Gant sikour ar fontoù frammadurel europat FEDER-FSE+ 2021-2027 e c’hallo an S3 lakaat gwellaat brud ha bezañs Breizh er programmoù europat.

Strategel hag oberatael

Lakaet eo e pleustr gant un toullad mat a obererien er rannvro ha kemeret e vez perzh ivez gant an holl dud a labour e bed an enklask, an neveziñ, ar stummañ hag an industriezh e Breizh. Evel-se e chomo war evezh evit a sell ouzh ar marc’hadoù, an dalc’hoù ekonomikel, kevredigezhel, endroel, teknologel ha lezennel e-kerzh ar maread seizh vloaz.

Diazezet eo an S3 war un toullad mat a stignadoù skoazellañ hag arc’hantaouiñ an neveziñ forzh pe stumm e vefe. Broudet e vez ar c’henlabour etre an arnodvaoù, ar skolioù-meur hag an embregerezhioù abalamour da aesaat an treuzkas teknologiezhioù hag an implij pleustrek. Skoazellet ez eus bet meur a obererezh dija er maread kent, gant galvoù da raktresoù pe stignadoù gant ur pal resis :

Appel à projets : associez-vous pour créer des activités innovantes ! · Région Bretagne

Vidéo : les innovations numériques se testent en Bretagne · Région Bretagne

Gant an S3 “mod nevez” ivez e vo roet lañs da obererezhioù nevez. Ar pezh a vez graet dija gant ar raktres europat Bienvenüe a vo gallet gantañ degemer 75 a enklaskerezed hag enklaskerien etrebroadel yaouank, war dachennoù pennañ an enklask hag an neveziñ e Breizh :

Bienvenüe : 75 chercheurs internationaux en Bretagne ! · Région Bretagne

Da-geñver ar bodad-pad e miz C’hwevrer 2021 ez eus bet lakaet 7 milion a euroioù dija evit skoazellañ hag arc’hantaouiñ meur a obererezh. War dachenn an neveziñ e vo lakaet ouzhpenn 5 M€ evit sikour ar galv da raktresoù Biotech & Santé abalamour da aesaat ar c’henlabour etre an embregerezhioù hag an arnodvaoù enklask e Breizh, er filierennoù Yec’hed ha Bioteknologiezhioù. Evit a sell ouzh an arc’hant lakaet gant ar Rannvro e-barzh kapital an embregerezh CoWork’HIT, graet eo evit lakaat ar SCIC-se (kevredad kevelouri a laz stroll) da vezañ ar greizenn neveziñ nemeti evit ar filierenn a ra war-dro an nammidi.

Ha war dachenn an enklask ez eus bet votet skoazelloù evit sikour raktresoù war-dro an implij eus an niverel, douget gant ar GIS (stroll a laz skiantel) Marsouin, hag ar rouedad savennoù yec’hed Biogenouest.

En pratique

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ