Teknikourien aliañ evit sikour al liseoù publik da dremen ar goañv
10 Du 2022
3 vunut evit lenn
P’emañ ar fakturennoù gaz ha tredan o kreskiñ d’an daoulamm, emañ ar Rannvro o reiñ lañs d’ur steuñv abalamour d’al liseoù da c’hallout mestroniañ gwelloc’h an energiezh bevezet ganto.
E lise ar Stêr-Aon, e Kastellin, evel el liseoù all e Breizh, ez ae ar fakturennoù evit an tommerezh, an dour hag an tredan d’ober war-dro 55 % eus an dispignoù mont en-dro betek-henn. Da-heul kresk bras prizioù an energiezh ez eus graet ul lamm 70 % ha 480 % gant ar fakturennioù gaz ha tredan… Ur c’hresk evel n’eus bet biskoazh ! Evit sikour al liseoù publik e Breizh da lakaat digreskiñ an energiezhioù bevezet ganto he deus kemennet ar Rannvro e vo aozet un toullad traoù evit dont a-benn da herzel ouzh an dreistkoustoù.
Sikourioù fetis hag a zlefe degas un digresk 20 % eus an energiezhioù bevezet, diwar :
- adwelet penn-da-benn ar mod da broduiñ dour tommdistag diouzh an tommerezh,
- staliañ un arload da aesaat reizhañ pizh an tommerezh, evit digreskiñ niver an eurioù ma vez tommet,
- staliañ bevennerioù kas ouzh ar strinkerezoù er skolioù-lojañ,
- staliañ 2 000 a grogoù gwrezreoliañ ouzh an tommerezioù, kuit dezho da vont en tu all da 19°C er c’hlasoù ha da 16°C en trepasoù hag er privezioù,
- lemel an dour tomm er privezioù.
Sachañ evezh al liseidi
Lakaet eo an holl servijoù eus ar Rannvro da labourat asambles kuit d’an dispignoù energiezh da greskiñ betek re. Stummet e vo implijidi al liseoù gant teknikourien aliañ, dezho d’ober gant doareoù dilontekoc’h ha skipailhoù-red a skoazell deknikel (SREST) a yay da zielfennañ ar fakturennoù ha da staliañ aveadurioù arboellus. Roet e vo alioù ivez evit lakaat ar boazioù da cheñch, sachañ evezh al liseidi, tommañ en ur mod fur, lakaat digreskiñ ar c’haoterioù e-pad an noz ha kement zo.
Difuiñ al liseoù
War ar memes tro emañ ar Steuñv Energiezh el Liseoù a oa bet lañset gant ar Rannvro e 2019, hag a glasker gantañ bepred tizhout un digresk 60 % eus ar c’hementad energiezh bevezet ha 50 % eus ar gaz efed-ti-gwer a vez taolet, ac’hann da 2050. War ar 100 milion a euroioù a vez lakaet bep bloaz gant ar Rannvro evit al labourioù el liseoù e vez gouestlet 20 milion a euroioù evit ar steuñv-se. Evit kas ar steuñv da benn e vo dav difuiñ an talbennoù, staliañ ur gaoter dre goad pe ur greizenn fotovoltaek war an doenn. E lise ar Stêr-Aon e vo boulc’het e 2024 labourioù hag a gousto 3,6 milion a euroioù.
A-hend-all he doa votet ar Rannvro, d’ar Yaou 13 a viz Here, 10 M€ ouzhpenn evit al liseoù, dezho da dalañ ouzh kresk an dispignoù.
Rannañ :